Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jonaz 4:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 An AOTROU a lavaras dezhañ: Hag e rez mat o fuloriñ?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jonaz 4:4
13 Iomraidhean Croise  

Hag an AOTROU a lavaras da Gain: Perak out fuloret, perak eo da zremm goeñvet?


Akab a zistroas d'e di, glac'haret ha kounnaret gant ar gomz en doa lavaret dezhañ Nabod eus Jizreel, p'en doa respontet: Ne roin ket dit hêrezh va zadoù. Hag e c'hourvezas war e wele, e tistroas e zremm, ha ne zebras netra.


Laka evezh na raio ket ar gounnar dit droukpediñ, neuze un dic'haou bras ne c'hello ket da zieubiñ.


Displijet kalz eo bet Jonaz gant kement-se, hag ez eas droug ennañ.


Bremañ AOTROU, kemer va buhez, rak gwelloc'h eo din ar marv eget ar vuhez.


Ha Jonaz a yeas er-maez eus kêr, hag ec'h azezas er sav-heol da gêr. Sevel a reas eno ul lochenn hag en em zalc'has en he skeud, betek ma welje ar pezh a c'hoarvezje gant kêr.


Ha Doue a lavaras da Jonaz: Hag e rez mat o fuloriñ abalamour d'ar risin? Hag e respontas: Ober a ran mat o fuloriñ betek ar marv.


Va fobl, petra am eus graet dit? E petra em eus da boaniet? Respont din.


Dastumet e vo Aaron gant e bobl; ned aio ket er vro am eus roet da vibien Israel, dre m'hoc'h eus disentet ouzh va muzelloù e doureier Meriba.


Ha ne c’hellan ket ober ar pezh a fell din eus va madoù? Pe daoust ha da lagad a zo fall abalamour ma’z on mat?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan