Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jonaz 4:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Hag e pedas an AOTROU o lavarout: AOTROU! Ha n'eo ket-se a lavaren pa oan c'hoazh em bro? En abeg da-se eo e felle din da gentañ tec'hout da Darsiz. Rak gouzout a raen ez out un Doue trugarezus ha truezus, gorrek da gounnariñ ha fonnus e madelezh, hag ec'h eus keuz d'an droug.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jonaz 4:2
24 Iomraidhean Croise  

Met eñ a yeas er gouelec'h, un devezh hent, hag e teuas da azezañ dindan ur vanalenn, hag e c'houlennas ar marv o lavarout: A-walc'h eo, AOTROU! Kemer bremañ va ene, rak n'on ket gwelloc'h eget va zadoù.


An AOTROU a zo truezus ha trugarezus, gorrek da gounnariñ, fonnus e madelezh.


An AOTROU a zo trugarezus ha truezus, gorrek da gounnariñ, fonnus e madelezh.


Met eñ, trugarezus, a bardone o zorfed ha n'o distruje ket. Alies e tistroe diouzh e gounnar ha ne zihune ket e holl fulor.


Met te, Aotrou, a zo un Doue truezus ha trugarezus, gorrek da gounnariñ, fonnus e madelezh hag e fealded.


Rak, Aotrou, te a zo mat hag hegarat, leun a vadelezh evit an holl re a c'halv ac'hanout.


Distro, AOTROU! Betek pegoulz? Bez truezus ouzh da servijerien!


Hag an AOTROU en doe keuz eus an droug en doa lavaret a raje d'e bobl.


met mar distro eus he fallentez ar vroad-se am eus komzet diwar he fenn, em bo ivez keuz d'an droug am boa soñjet ober dezho.


O AOTROU! Va hoalet ec'h eus, hag on bet hoalet, kroget ec'h eus ennon, hag ec'h eus gounezet. Bez' ez on goapaet a-hed an deiz, pep hini a ra goap ac'hanon.


Bremañ eta adreizhit hoc'h hentoù hag hoc'h oberoù, selaouit ouzh mouezh an AOTROU ho Toue, hag an AOTROU en devo keuz d'an droug a lavaras en hoc'h enep.


Mar kendalc'hit da chom er vro-mañ, ho savin ha n'ho tistrujin ket, ho plantin ha n'ho tennin ket, rak keuz am eus d'an droug am eus graet deoc'h.


An AOTROU en doe keuz e gement-se. Ne c'hoarvezo ket, eme an AOTROU.


An AOTROU en doe keuz e gement-se. Ne c'hoarvezo ket, eme an AOTROU.


Met Jonaz a savas evit tec'hout da Darsiz, pell diouzh dremm an AOTROU. Diskenn a reas da Jafo, hag e kavas ul lestr a yae da Darsiz. Paeañ a reas e dreizh, hag ez eas enni evit mont ganto da Darsiz, pell diouzh dremm an AOTROU.


Ha Doue a welas ar pezh a raent, ha penaos e tistroent eus o hent fall. Doue en deus bet keuz d'an droug en doa komzet ober dezho, ha n'en reas ket.


Piv a oar hag-eñ n'en devo ket keuz Doue, ha n'en devo ket truez, evit distreiñ diouzh e gounnar entanet, en doare ma ne varvimp ket.


Piv a zo un Doue heñvel ouzhit, hag a bardon an direizhder hag a dremen dreist pec'hed an nemorant eus e hêrezh? Ne vir ket da viken e gounnar, rak trugarez a blij dezhañ.


Met hemañ, o fellout diskouez e oa reizh, a lavaras da Jezuz: Ha piv eo va nesañ?


rak an AOTROU da Zoue a zo un Doue trugarezus, na'z tilezo ket ha na'z tistrujo ket, na n'ankounac’haio ket emglev da dadoù, en deus touet dezho.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan