Hag e lavaras: Pa oa c'hoazh bev ar bugel, yunet ha gouelet em eus, rak lavarout a raen: Piv a oar ha n'en devo ket an AOTROU truez ouzhin, ha ne vevo ket ar bugel?
Bremañ eta adreizhit hoc'h hentoù hag hoc'h oberoù, selaouit ouzh mouezh an AOTROU ho Toue, hag an AOTROU en devo keuz d'an droug a lavaras en hoc'h enep.
Abalamour da-se, o roue, ra blijo dit va ali, laka termen da'z pec'hedoù dre ar reizhder ha da'z fallagriezh dre an drugarez e-keñver ar beorien, hag e c'hello bezañ hiraet da verzh.
Hag e pedas an AOTROU o lavarout: AOTROU! Ha n'eo ket-se a lavaren pa oan c'hoazh em bro? En abeg da-se eo e felle din da gentañ tec'hout da Darsiz. Rak gouzout a raen ez out un Doue trugarezus ha truezus, gorrek da gounnariñ ha fonnus e madelezh, hag ec'h eus keuz d'an droug.
Klaskit an AOTROU, c'hwi holl tud izel ar vro, c'hwi hag a ra ar pezh a c'hourc'hemenn! Klaskit ar wirionez, klaskit an douster! Marteze e viot lakaet e surentez en deiz kounnar an AOTROU.
Ober a reot skeudennoù eus ho ruzderioù, ha skeudennoù eus al logod a zistruj ar vro, hag e roiot gloar da Zoue Israel. Marteze e skañvaio e zorn diwarnoc'h, diwar ho toueoù, ha diwar ho pro.