Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jonaz 3:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Ra wisko an dud hag al loened seier, ra griint da Zoue gant nerzh, ha ra zistroio pep hini diouzh e hent fall ha diouzh an drougiezh a zo en e zaouarn.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jonaz 3:8
23 Iomraidhean Croise  

ha koulskoude n'eus torfed ebet em daouarn, ha glan eo va fedenn.


Neuze e tigor o divskouarn d'ar gentel, hag e lavar dezho distreiñ diouzh an droug.


Setu ar yun a fell din: Distag ereoù an drougiezh, diskoulm kerdin ar yev, lez da vont en o frankiz ar re wasket, bruzun kement yev,


O gwiadoù ne zeuint ket da vezañ ur vantell, ha den n'en em wisko ket gant o oberennoù; o oberennoù a zo oberennoù a zrougiezh, bez' ez eus taolioù feuls etre o daouarn.


Bremañ eta komz ouzh tud Juda hag ouzh tud Jeruzalem, ha lavar dezho: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e kempennan droug a-enep deoc'h, hag ec'h ijinan ur mennad a-enep deoc'h. Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, troit e mad ho hentoù hag hoc'h oberoù.


pa lavarent: Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall hag eus drougiezh hoc'h oberoù, hag e viot o chom a gantved da gantved war an douar en deus an AOTROU roet deoc'h ha d'ho tadoù,


Marteze e selaouint hag e tistroint pep hini diwar e hent fall, hag em bo keuz d'an droug a soñjen ober dezho en abeg da zrougiezh o oberoù.


Marteze ti Juda a glevo an holl zroug ez on e-sell d'ober dezho, hag e tistroio pep hini diwar e hent fall, hag e pardonin o drougiezh hag o fec'hed.


Lavar dezho: Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne gavan plijadur ebet e marv an den fall, met e distro an den fall diwar e hent, evit ma vevo. Distroit, distroit diwar hoc'h hent fall. Perak e varvfec'h, o ti Israel?


Abalamour da-se, o roue, ra blijo dit va ali, laka termen da'z pec'hedoù dre ar reizhder ha da'z fallagriezh dre an drugarez e-keñver ar beorien, hag e c'hello bezañ hiraet da verzh.


Santelait ur yun, galvit ur vodadeg veur, dastumit an henaourien hag holl dud ar vro e ti an AOTROU ho Toue, hag huchit etrezek an AOTROU:


Neuze e krijont d'an AOTROU o lavarout: AOTROU! N'hor c'has ket da goll en abeg da ene an den-mañ, ha na laka ket warnomp ar gwad didamall. Rak te, AOTROU, te a ra evel ma plij dit.


Neuze ar sturier a dostaas outañ hag a lavaras dezhañ: Perak e kouskez? Sav ha kri da'z Toue! Marteze e soñjo ennomp, ha ned aimp ket da goll.


Dougit eta frouezh dereat d’ar geuzidigezh,


met d’ar re a zo e Damask da gentañ, hag e Jeruzalem hag en holl Judea ha d’ar baganed, prezeget em eus da gaout keuz ha da zistreiñ ouzh Doue, oc’h ober traoù dereat eus ar geuzidigezh.


Ho pet keuz eta ha distroit ouzh Doue, evit ma vo ho pec’hedoù lamet, evit ma teuio amzerioù a freskadurezh a-berzh an Aotrou,


Me a roio galloud da’m daou dest hag e tiouganint, gwisket gant seier, e-pad mil daou c’hant ha tri-ugent devezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan