Kerkent ha ma klevas Akab ar c'homzoù-se, e rogas e zilhad, e lakaas ur sac'h war e gorf, e yunas, e c'hourvezas paket en ur sac'h, hag e kerzhas goustadik.
Merc'h va fobl, en em c'houriz eus ur sac'h ha ruilh el ludu, bez e kañv evel evit ur mab nemetañ, ha gouel daeroù c'hwerv-meurbet, rak an distrujer a zeu buan warnomp.
Henaourien merc'h Sion a zo azezet dilavar war an douar. Lakaet o deus poultr war o fenn, gourizet int a seier. Gwerc'hezed Jeruzalem a stou o fenn etrezek an douar.
Holl briñsed ar mor a ziskenno diwar o zron, lemel a raint o mantilli, hag e tiwiskint o dilhad a vroderezh. Hag e wiskint ar spont, hag ec'h azezint war an douar, ha da bep mare e krogo ar spont enno; skoet e vint gant an aon en abeg dit.
Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc’h, pell zo e vijent kaout keuz o kemer ar sac’h hag al ludu.
Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc’h, pell zo e vijent kaout keuz, o kemer ar sac’h hag al ludu.