Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jonaz 3:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Ha tud Ninive a gredas Doue. Embann a rejont ur yun, hag e wiskjont seier, eus an hini brasañ betek an hini bihanañ

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jonaz 3:5
21 Iomraidhean Croise  

Pa glevas kement-se, ar roue Ezekiaz a rogas e zilhad hag en em c'holoas gant ur sac'h, hag ez eas da di an AOTROU.


Jozafad en doe aon, hag en em lakaas da glask an AOTROU, hag ur yun a embannas evit holl Juda.


Eno, e-tal ar stêr Ahava, ec'h embannis ur yun evit en em izelaat dirak hon Doue, o pediñ anezhañ da reiñ deomp ur veaj eürus, evidomp, evit hor bugale hag evit hor holl vadoù.


Pa anavezas Mardoke ar pezh a c'hoarveze, e rogas e zilhad, e wiskas ur sac'h ha ludu, hag ez eas dre gêr o krial gant kriadennoù kreñv ha c'hwerv.


Evel-se mibien Israel en em zisc'hreas eus o bragerizoù adalek Menez Horeb.


Den ne gelenno ken e nesañ, na den e vreur, en ur lavarout: Anavezit an Aotrou! Rak an holl am anavezo, adalek ar bihanañ betek ar brasañ anezho, eme an AOTROU, dre ma pardonin o direizhder ha ne'm bo ken soñj eus o fec'hed.


D'ar pempvet bloaz eus Jojakim mab Jozia roue Juda, d'an navet miz, e voe embannet ur yun dirak an AOTROU, evit holl bobl Jeruzalem hag evit an holl bobl a zeue eus kêrioù Juda da Jeruzalem.


Neuze holl bennoù ar strolladoù, Johanan mab Kareak, Jezania mab Hoshea, hag an holl bobl, adalek ar bihanañ betek ar brasañ, a dostaas,


Hag e c'halvas Johanan mab Kareak hag holl bennoù ar strolladoù a oa gantañ, hag an holl bobl, adalek ar bihanañ betek ar brasañ.


Hag e trois va dremm etrezek an Aotrou Doue, evit kinnig goulennoù ha pedennoù dezhañ gant yun, sac'h ha ludu.


Santelait ur yun, galvit ur vodadeg veur, dastumit an henaourien hag holl dud ar vro e ti an AOTROU ho Toue, hag huchit etrezek an AOTROU:


Goude e lakaas da embann e Ninive ar gerioù-mañ, dre urzh ar roue hag e bennoù bras: Ne dañvaio tra ebet, nag an dud nag al loened nag an ejen nag an deñved, ne beurint ket ha n'evint ket dour.


Tud Ninive a savo e deiz ar varn gant ar rummad-mañ hag a gondaono anezhañ, abalamour m’o deus bet keuz goude prezegenn Jona, ha setu, ez eus amañ brasoc’h eget Jona.


Tud Ninive a savo e deiz ar varn gant ar rummad-mañ hag a gondaono anezhañ, abalamour m’o deus bet keuz dre brezegenn Jona, ha setu, ez eus amañ brasoc’h eget Jona.


Dre-se, tud, ho pet kalon, rak fiziañs am eus e Doue hag e c’hoarvezo evel ma’z eo bet lavaret din.


An holl, adalek ar re vihan betek ar re vras, a oa douget dezhañ, o lavarout: Hemañ eo galloud bras Doue.


Hogen ar feiz a zo ur gortoz kalet eus an traoù a esperer, un anatadur eus ar re na weler ket.


Dre ar feiz Noe, aliet a-berzh Doue eus an traoù na weled ket c’hoazh, a voe leuniet a zoujañs, hag a reas un arc’h evit silvidigezh e diegezh. Drezi e kondaonas ar bed hag e teuas da vezañ heritour eus ar reizhder a zo hervez ar feiz.


Me a roio galloud da’m daou dest hag e tiouganint, gwisket gant seier, e-pad mil daou c’hant ha tri-ugent devezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan