Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jonaz 3:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Jonaz en em lakaas da vont tre e kêr, hed un devezh bale. Hag e krie o lavarout: Daou-ugent devezh c'hoazh, ha Ninive a vo distrujet!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jonaz 3:4
10 Iomraidhean Croise  

En amzer-se e voe Ezekiaz klañv da vervel. Ar profed Izaia mab Amoz a zeuas d'e gavout hag a lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Laka urzh e-barzh da di, rak mont a rez da vervel ha ne vevi ken.


hag e lakaan pemzek vloaz ouzhpenn war da zeizioù. Me a zieubo ac'hanout, te hag ar gêr-mañ, diouzh dorn roue Asiria, hag e tiwallin ar gêr-mañ, abalamour din hag abalamour da Zavid va servijer.


Koulskoude an AOTROU a c'hortoz evit ober trugarez deoc'h, sevel a raio evit kaout truez ouzhoc'h. Rak un Doue reizh eo an AOTROU, eürus eo ar re holl a zo en gortoz anezhañ!


Mar kendalc'hit da chom er vro-mañ, ho savin ha n'ho tistrujin ket, ho plantin ha n'ho tennin ket, rak keuz am eus d'an droug am eus graet deoc'h.


Ha Doue a welas ar pezh a raent, ha penaos e tistroent eus o hent fall. Doue en deus bet keuz d'an droug en doa komzet ober dezho, ha n'en reas ket.


Tud Ninive a savo e deiz ar varn gant ar rummad-mañ hag a gondaono anezhañ, abalamour m’o deus bet keuz goude prezegenn Jona, ha setu, ez eus amañ brasoc’h eget Jona.


Rak evel ma voe Jona ur mirakl evit tud Ninive, Mab an den a vo ivez unan evit ar rummad-mañ.


Tud Ninive a savo e deiz ar varn gant ar rummad-mañ hag a gondaono anezhañ, abalamour m’o deus bet keuz dre brezegenn Jona, ha setu, ez eus amañ brasoc’h eget Jona.


Pa gomzo ur profed en anv an AOTROU, ha na vo ket ar pezh an devo lavaret, na c'hoarvezo ket, kement-se a vo ur gomz n'en devo ket lavaret an AOTROU. Ar profed en devo komzet gant rogoni; na'z po ket aon outañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan