1 Goude-se komz an AOTROU a voe disklêriet un eil gwech da Jonaz o lavarout:
Ar brofeded hag a zo bet a-raok din hag a-raok dit, abaoe pell 'zo, o deus profedet a-enep meur a vro hag a-enep rouantelezhioù bras, ar brezel, ar glac'har hag ar vosenn.
Al leon a yud, piv ne sponto ket? An Aotrou AOTROU a gomz, piv ne brofedo ket?
Komz an AOTROU a voe disklêriet da Jonaz mab Amitai, o lavarout:
Met me a ginnigo dit aberzhoù gant ur ganaouenn a drugarekadennoù; seveniñ a rin ar gouestloù am eus graet, ar silvidigezh a zo d'an AOTROU.
Sav, kae da Ninive ar gêr vras, hag embann enni ar c'hemennad a lavaran dit.