Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jonaz 2:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Ar re en em stag ouzh traoù aner ha touellus a zilez an hini a ra trugarez.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jonaz 2:9
24 Iomraidhean Croise  

hag e savimp, hag e pignimp da Vetel, hag e raimp eno un aoter d'an Doue en deus respontet din da zeiz va enkrez hag a zo bet ganin e-pad va beaj.


A-benn daou-ugent vloaz, e lavaras Absalom d'ar roue: Da bediñ a ran ma'z in da Hebron, evit seveniñ ar gouestl am eus graet d'an AOTROU.


E bediñ a ri hag e selaouo ac'hanout, hag e seveni da ouestloù.


Ra ginnigint aberzhoù a drugarekadennoù, ha ma tisklêrint e oberennoù o kanañ gant levenez.


Salm David. An AOTROU eo va sklêrijenn ha va dieubidigezh: Dirak piv em befe aon? An AOTROU eo diwaller va buhez: Dirak piv e spontfen?


Sav, AOTROU! Va savete, va Doue! Rak skoet ec'h eus war o jod va holl enebourien, torret ec'h eus dent ar re zrouk.


Kinnig da Zoue un aberzh a veuleudi, peurc'hra da ouestloù d'an Uhel-Meurbet,


An hini a ginnig ar veuleudi da aberzh a ro gloar din, ha d'an hini a daol evezh ouzh e hent, me a ziskouezo silvidigezh Doue.


Benniget ra vo an AOTROU, eñ hag a leugn ac'hanomp bemdez! Pa hor bec'hier, Doue eo hon dieubidigezh.  Ehan


En em ziskouezomp dirazañ gant meuleudioù, kinnigomp dezhañ hor c'hanaouennoù a levenez,


Israel a zo salvet dre an AOTROU, gant ur silvidigezh peurbadus. Ne viot na mezhek na pinous, biken.


mouezh a joa ha mouezh a levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, mouezh ar re a lavaro: Meulit AOTROU an armeoù, rak an AOTROU a zo mat, rak e drugarez a bad da viken, ha mouezh ar re a zegas aberzhoù a veuleudi da di an AOTROU. Rak re zalc'het ar vro a zegasin en-dro, evel diagent, eme an AOTROU.


Kemerit ganeoc'h komzoù, ha distroit d'an AOTROU. Lavarit dezhañ: Pardon an holl zireizhder, hon degemer mat, kinnig a reomp dit evel aberzh koleoù meuleudi hor muzelloù.


C’hwi a azeul ar pezh n’anavezit ket. Ni a azeul ar pezh a anavezomp, rak ar silividigezh a zeu eus ar Yuzevien.


N’eus silvidigezh en hini all ebet, rak n’eus dindan an neñv anv all ebet a vefe bet roet e-touez an dud, a dlefemp bezañ salvet drezañ.


Ho pediñ a ran eta, breudeur, dre drugarez Doue, da ginnig ho korfoù en aberzh bev, santel, plijus da Zoue, ar pezh a zo ul lid dereat eus ho perzh.


Ne zegasi ket e ti an AOTROU da Zoue gopr ur c'hast na priz ur c'hi evit gouestl ebet, rak o-daou a zo un euzhusted dirak an AOTROU da Zoue.


Neuze drezañ, kinnigomp hep paouez da Zoue un aberzh a veuleudi, da lavarout eo frouezh ar muzelloù a anzav e anv.


Gant ur vouezh kreñv e krient o lavarout: Ar silvidigezh a zo d’hon Doue a zo azezet war an tron ha d’an Oan.


Na zistroit ket a-se, rak kement-se a vefe mont war-lerc'h traoù a netra, na rofent gounid ebet deoc'h, ha na zieubfent ket ac'hanoc'h, peogwir ez int traoù a netra.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan