Disprizet o doa e reolennoù, hag e emglev en doa graet gant o zadoù, hag e destenioù en doa douget en o enep. Aet e oant war-lerc'h traoù a netra, o tont da vezañ netra o-unan, ha war-lerc'h ar broadoù a oa en-dro dezho, petra bennak m'en doa difennet an AOTROU dezho ober evelto.
AOTROU, va nerzh, va c'hreñvder, va repu en deiz an estrenvan, ar broadoù a zeuio da'z kavout eus pennoù an douar, hag e lavarint: Hon tadoù o deus bet da hêrezh gevier ha mogidelloù, traoù hep gounid.
Rak va fobl he deus graet div wech an droug: va dilezet o deus, me, mammenn an dour a vuhez, ha kleuzet o deus evito puñsoù, puñsoù skalfet na zalc'hont ket an dour.
Na zistroit ket a-se, rak kement-se a vefe mont war-lerc'h traoù a netra, na rofent gounid ebet deoc'h, ha na zieubfent ket ac'hanoc'h, peogwir ez int traoù a netra.