Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jonaz 2:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Diskennet on betek gwrizioù ar menezioù, an douar en deus serret warnon e sparloù da viken, met te ac'h eus lakaet va buhez da adsevel eus ar poull, AOTROU va Doue!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jonaz 2:7
23 Iomraidhean Croise  

Goude-se an aberzhourien Levited a savas hag a vennigas ar bobl, hag o mouezh a voe klevet, hag o fedenn a yeas betek an neñvoù, chomlec'h santel an AOTROU.


An AOTROU a zo e templ e santelezh. An AOTROU en deus e dron en neñvoù, e zaoulagad a sell, e valvennoù a furch mibien an dud.


Skuilhañ a ran va c'hlemm dirazañ, kontañ a ran va estrenvan dezhañ.


Soñj am eus eus an deizioù a-wechall, prederiañ a ran war da holl oberennoù, en em soñjal a ran e labourioù da zaouarn.


ereoù lec'h ar marv o doa va gourizet, pechoù ar marv o doa va souprenet,


Gouzout a ran dija en deus an AOTROU saveteet e Olevad; respont a raio dezhañ eus neñvoù e santelezh, gant skoazell c'halloudek e du dehou.


Digeriñ a reont o genoù em enep, evel ul leon o trailhañ hag o yudal.


A! Ma ne'm bije ket kredet e weljen madoù an AOTROU war zouar ar re vev! ...


Va eskern a zo brevet pa zismegañs va heskinerien ac'hanon, o lavarout bemdez: Pelec'h emañ da Zoue?


Pa em eus soñj a gement-mañ, e tremenan e eñvor em c'halon: Kerzhout a raen e-kreiz ar bobl, mont a raen en he fenn betek ti va Doue, gant kriadennoù a levenez hag a veuleudi, e-touez un engroez o c'houeliañ.


Perak ez out trist, va ene, hag e huanadez ennon? Bez en gortoz eus Doue, rak e veuliñ a rin c'hoazh. Eñ eo va silvidigezh ha va Doue.


An direizhder en doa trec'het warnon, met te a bardono hon disentidigezh.


Va c'hwervded vras a zo troet e peoc'h, karet ec'h eus va ene hag e dennet eus poull an distruj, rak taolet ec'h eus a-drek da gein va holl bec'hedoù.


Piv ac'hanoc'h a zouj an AOTROU? Piv a selaou ouzh mouezh e servijer? An hini a gerzh en deñvalijenn ha n'en deus ket a sklêrijenn, ra fizio en anv an AOTROU, ha ra en em harpo war e Zoue!


Va zaolet ec'h eus en donder, e kalon ar mor, an doureier o deus va c'helc'hiet, da holl donnoù ha da holl wagennoù o deus tremenet dreiston.


Selaouit, c'hwi holl bobloù! Bez evezhius, douar gant kement a zo ennout! Ra vo an Aotrou AOTROU test a-enep deoc'h, an Aotrou eus templ e santelezh.


Met emañ an AOTROU e templ e santelezh. Ra davo an douar holl dirazañ.


Eveshait eta ouzh an hini en deus gouzañvet a-berzh ar bec’herien un enebiezh ken bras outañ, evit na gouezhot ket en ur lezel hoc’h eneoù da zinerzhañ.


David a voe en un enkrez bras, rak ar bobl a gomze d'e veinata. Rak an holl bobl o doa an ene leun a c'hwervder, pep hini abalamour d'e vibien ha d'e verc'hed. Met David en em galonekaas en AOTROU e Zoue,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan