Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jonaz 2:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 An doureier o deus va c'helc'hiet betek an ene, an donder en deus va goloet, korz o deus en em gorvigellet en-dro da'm fenn.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jonaz 2:6
25 Iomraidhean Croise  

neuze Doue en deus truez outañ hag a lavar: Daspren anezhañ, ma ne ziskenno ket er poull, kavet em eus un dic'haou.


Doue en deus dasprenet va ene evit na gouezfe ket er poull, ha va buhez a wel c'hoazh ar sklêrijenn.


E c'holoet ez poa gant an donder evel gant ur gwiskamant, an doureier en em zalc'he war ar menezioù.


Ar menezioù a savas, an traoniennoù a izelaas, el lec'h ma ez poa merket dezho.


Ereoù ar marv o doa va c'helc'hiet, enkrezioù ar bez o doa kroget ennon, kavet em boa an estrenvan hag ar glac'har,


AOTROU, hast respont din! Va spered en em guzum. Na guzh ket da zremm ouzhin, gant aon na zeufen da vezañ heñvel ouzh ar re a ziskenn er poull.


Rak ne zilezi ket va ene e lec'h ar marv, ne lezi ket da sant gwelout ar vreinadurezh.


Ereoù ar marv o doa va goloet, froudoù an distruj o doa va spouronet,


AOTROU va Doue, kriet em eus dit hag ec'h eus va yac'haet.


AOTROU, kriet em eus dit, pedet em eus an AOTROU o lavarout:


Disamm da vec'h war an AOTROU hag e harpo ac'hanout, ne lezo biken an den reizh da vezañ brañsellet.


Respont a ri deomp dre vurzhudoù, hervez da reizhder, o Doue hor silvidigezh, esperañs pennoù pellañ an douar hag ar mor!


Va savete, o Doue, rak an doureier o deus tizhet va buhez.


Lavarout a raen: Pa'z eo sioul va deizioù, mont a ran betek dorojoù lec'h ar marv, lamet eo diganin an nemorant eus va bloavezhioù.


Va c'hwervded vras a zo troet e peoc'h, karet ec'h eus va ene hag e dennet eus poull an distruj, rak taolet ec'h eus a-drek da gein va holl bec'hedoù.


Piv en deus muzuliet gant e voz an doureier? Piv en deus mentet gant ar rahouenn an neñvoù? Piv en deus dastumet en ur muzul poultr an douar? Piv en deus pouezet er c'hroched ar menezioù, hag ar c'hrec'hioù gant ar valañs?


da deurel a rin d'an traoñ gant ar re a ziskenn er poull, gant ar bobl a-wechall, hag e lakain ac'hanout e lec'hioù izelañ an douar, e lec'hioù glac'haret pell 'zo gant ar re a ziskenn er poull, evit na vi ken tudet. Mirout a rin ar gloar evit douar ar re vev.


evit na vo ken gwezenn douraet ebet uhel a vent, evit na savo ken he beg e-kreiz skoultrigoù fetis, evit n'en em zalc'ho ken en o uhelder ar re a ev dour. Rak e vint holl lakaet d'ar marv e donderioù an douar, e-touez mibien an dud, gant ar re a ziskenn d'ar poull.


Ar menezioù a wel ac'hanout hag a gren. Froudoù herrus en em daol d'an traoñ, an donder a laka e vouezh da dregerniñ, sevel a ra e zaouarn d'an nec'h.


Chom a ra a sav, hag e vuzuilh an douar; sellout a ra, hag e laka ar broadoù da grenañ. Ar menezioù peurbadus a zo bruzunet, ar c'hrec'hiennoù kozh-kenañ a zo izelaet. E hentoù a zo a-holl-viskoazh.


Ha me a lavar dit ivez penaos ez out Pêr, ha war ar roc’h-mañ e savin va Iliz, ha dorioù lec’h ar marv ne drec’hint ket anezhi.


rak un tan a zo bet enaouet em c'hounnar, hag e tevo betek foñs lec'h ar marv, hag e losko an douar hag e frouezh, hag ec'h entano diazezoù ar menezioù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan