Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jonaz 2:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Va zaolet ec'h eus en donder, e kalon ar mor, an doureier o deus va c'helc'hiet, da holl donnoù ha da holl wagennoù o deus tremenet dreiston.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jonaz 2:4
20 Iomraidhean Croise  

rak klevet e vo ez eo bras da anv, kreñv da zorn, astennet da vrec'h, pa zeuio da bediñ d'an ti-mañ,


mar distroont da'z kavout a-greiz o holl galon hag o holl ene e bro o enebourien ma vint bet harluet enni, mar pedont o sellout etrezek o bro ac'h eus roet d'o zadoù, etrezek ar gêr-mañ ac'h eus dibabet, hag etrezek an ti-mañ am eus savet da'z anv,


me a lamo Israel a-ziwar an douar am eus roet dezhañ, me a daolo pell diouzhin an ti-mañ am eus santelaet da'm anv, hag Israel a vo ur vojenn hag ur goapaerezh e-touez an holl bobloù.


mar distroont da'z kavout a-greiz o holl galon hag o holl ene e bro o harlu ma vint harluet enni, mar pedont o sellout etrezek o bro ac'h eus roet d'o zadoù, etrezek ar gêr-mañ ac'h eus dibabet, hag etrezek an ti-mañ am eus savet da'z anv,


Benniget ra vo an AOTROU! Rak diskouezet en deus e vadelezh em c'heñver, ha va lakaet evel en ur c'hreñvlec'h.


Un donder a c'halv un donder all gant trouz da lammoù-dour; da holl wagennoù ha da holl donnoù a zo tremenet warnon.


Lakaat a ri da vervel ar re a lavar ar gaou; an AOTROU en deus euzh ouzh an den gwadsec'hedik ha faotus.


astennet e-touez ar re varv, evel ar re skoet d'ar marv, a zo gourvezet er bez, ar re na'c'h eus ken soñj anezho, hag a zo rannet eus da zorn.


Va lakaet ec'h eus er poull izelañ, el lec'hioù teñval, en donderioù.


Va c'hwervded vras a zo troet e peoc'h, karet ec'h eus va ene hag e dennet eus poull an distruj, rak taolet ec'h eus a-drek da gein va holl bec'hedoù.


Sion a lavare: An AOTROU en deus va dilezet, hag an Aotrou en deus va ankounac'haet.


Hag an AOTROU a lavaras din: Pa en em zalc'hfe Moizez ha Samuel dirazon, va ene ne vefe ket douget etrezek ar bobl-mañ. Kas anezho kuit a-zirak va dremm, ma'z aint kuit.


Me a zistaolo ac'hanoc'h a-zirak va dremm, evel ma em eus distaolet hoc'h holl vreudeur, holl lignez Efraim.


An doureier o deus beret war va fenn; lavaret em eus: Graet eo ac'hanon!


Hag e lavaras din: Mab an den, an eskern-se a zo holl di Israel. Setu e lavaront: Hon eskern a zo deuet da vezañ disec'het, hon esperañs a zo kollet. Fin 'zo deomp!


Pa ouezas Daniel e oa sinet ar skrid, ez eas d'e di. E brenestroù a oa digor en e gambr etrezek Jeruzalem, hag e taouline teir gwech bemdez, hag e pede hag e veule e Zoue, evel m'en deveze graet diagent.


Diskennet on betek gwrizioù ar menezioù, an douar en deus serret warnon e sparloù da viken, met te ac'h eus lakaet va buhez da adsevel eus ar poull, AOTROU va Doue!


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan