Un tec'her a zeuas da lavarout da Abram an Hebread. Eñ a oa o chom e dervennoù Mamre, an Amorean breur Eshkol ha breur Aner, ar re o doa un emglev gant Abram.
An AOTROU, Doue an neñv, an hini en deus va c'hemeret eus ti va zad hag eus bro va ganedigezh, an hini en deus komzet ouzhin hag en deus touet din, o lavarout: Reiñ a rin da'z lignez ar vro-mañ, a gaso e-unan dirazout e ael, hag e kemeri ac'hane ur wreg evit va mab.
e c'halvas tud he zi hag e komzas dezho, o lavarout: Gwelit, degaset eo bet deomp un Hebread evit touellañ ac'hanomp. Deuet eo davedon da gousket ganin, met kriet em eus a-vouezh uhel.
Evel-henn e komz Kiruz roue Persia: An AOTROU, Doue an neñvoù, en deus roet din holl rouantelezhioù an douar, hag eñ e-unan en deus gourc'hemennet din sevel un ti dezhañ e Jeruzalem a zo e Juda.
Ha respontet o deus deomp evel-henn: Ni a zo servijerien Doue an neñvoù hag an douar, hag ec'h adsavomp an ti a oa bet savet gwechall pell 'zo; ur roue bras eus Israel en doa e savet hag echuet.
Te hepken eo an AOTROU! Graet ec'h eus an neñvoù, neñv an neñvoù hag o holl arme, an douar ha kement a zo warnañ, ar morioù ha kement a zo enno. Reiñ a rez buhez d'an holl draoù-se, hag arme an neñvoù a stou dirazout.
Mont a reas er-maez an deiz war-lerc'h, ha setu e oa daou zen hebreat ouzh en em gannañ. Lavarout a reas d'an hini a oa ar gaou gantañ: Perak e skoez war da nesañ?
En amzer ar rouaned-se, Doue an neñvoù a savo ur rouantelezh na vo biken distrujet. Ar rouantelezh-mañ ne dremeno ket da ur bobl all, hag e vruzuno hag e kaso da netra an holl rouantelezhioù-se, hag hi hec'h-unan a bado da viken,
Goude-se, mibien Israel a zistroio, hag e klaskint an AOTROU o Doue ha David o roue. Hag e teuint gant doujañs da gavout an AOTROU hag e vadelezh, en deizioù diwezhañ.
O tud, perak e rit kement-se? N’omp nemet tud dalc’het d’an hevelep poanioù eveldoc’h. Prezeg a reomp deoc’h an Aviel evit ma tistroot eus an traoù didalvez-se ha m’en em droot war-zu an Doue bev, an hini en deus graet an neñv, an douar, ar mor hag an holl draoù a zo enno.
D’an eur-se e c’hoarvezas ur c’hren-douar bras hag an dekvet lodenn eus ar gêr a gouezhas. Seizh mil den a voe lazhet gant ar c’hren-douar, ar re all a voe spouronet hag a roas gloar da Zoue an neñv.
Piv na zoujfe ket dit, Aotrou, ha na rofe ket gloar da’z anv? Rak te eo ar Sant hepken. An holl vroadoù a zeuio hag a blego d’an daoulin dirazout, dre ma’z eo bet da varnedigezhioù disklêriet.