Hag e lavaras: Pa oa c'hoazh bev ar bugel, yunet ha gouelet em eus, rak lavarout a raen: Piv a oar ha n'en devo ket an AOTROU truez ouzhin, ha ne vevo ket ar bugel?
Kae, dastum an holl Yuzevien a zo e Suza, yunit evidon, na zebrit ha na evit netra e-pad tri deiz, ken en noz evel en deiz, me ha va mitizhien a yuno ivez, ha goude ez in da gavout ar roue evel-se, petra bennak ma'z eo enep al lezenn, ha ma c'hoarvez e varvin, me a varvo!
Petra a fell deoc'h lavarout pa zistagit ar c'hrennlavar-mañ diwar-benn bro Israel: An tadoù o deus debret rezin trenk, ha dent ar vibien a zo tozonet?
Hag an AOTROU a raio klevout e vouezh dirak e arme, rak e gamp a zo bras-kenañ; sevener e gomz a zo galloudus. A-dra-sur ez eo bras ha spontus devezh an AOTROU, ha piv a c'hello chom en e sav?
Ra wisko an dud hag al loened seier, ra griint da Zoue gant nerzh, ha ra zistroio pep hini diouzh e hent fall ha diouzh an drougiezh a zo en e zaouarn.
Met Paol a respontas: Petra a rit o ouelañ hag o c’hlac’hariñ va c’halon? Rak me a zo prest nann hepken da vezañ ereet, met ivez da vervel e Jeruzalem evit anv an Aotrou Jezuz.
Ha kement-se a dleit d’ober en abeg d’an amzer ma’z omp ennañ, rak houmañ eo an amzer deomp da zihuniñ eus hor c’housk, pa’z emañ ar silvidigezh tostoc’h deomp eget pa hon eus kredet.