Moizez a astennas e wialenn war vro Ejipt, hag an AOTROU a zegasas un avel sav-heol e-pad an deiz-se hag e-pad an noz-se. Ar beure a zeuas, hag avel ar sav-heol en doa degaset ar c'hilheien-raden.
An AOTROU a zegasas un avel kuzh-heol gwall greñv a gasas kuit ar c'hilheien-raden hag o zaolas er Mor Ruz. Ne chomas ket ur c'hilhog-raden war holl zouar an Ejipt.
Moizez a astennas e zorn war ar mor, hag an AOTROU a zigoras ar mor e-pad an noz holl dre un avel vras eus ar sav-heol. Hag e lakaas ar mor da hesk hag an doureier en em faoutas.
Da drouz e vouezh, an doureier en em zastum en neñvoù, hag e laka ur vrumenn da sevel eus pennoù an douar. Ober a ra al luc'hed hag ar glav, hag e tenn an avel eus e deñzorioù.
Rak setu amañ an hini a ra ar menezioù hag a grou an avel, a zisklêri d'an den pehini eo e soñj, a ra ar mintin hag an deñvalijenn, a gerzh war uhelderioù an douar: An AOTROU, Doue an armeoù, eo e anv.
An AOTROU a lakaas un avel da sevel, a zegasas koailhed eus ar mor hag a stlabezas anezho war ar c'hamp, war-dro hent un devezh diouzh un tu ha war-dro hent un devezh diouzh an tu all tro-dro d'ar c'hamp, ha kazi daou ilinad war-c'horre an douar.