Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jonaz 1:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Sav, kae da Ninive ar gêr vras, ha kri a-enep dezhi, rak o drougiezh a zo pignet betek ennon.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jonaz 1:2
24 Iomraidhean Croise  

Eus ar vro-se ez eas en Asiria hag e savas Ninive, Reobod-Ir, Kalak


Sankerib roue Asiria a savas e gamp, a yeas kuit hag a zistroas; hag ez eas da chom e Ninive.


Bez' e oa eno ur profed eus an AOTROU, anvet Oded, a yeas en arbenn d'an arme a zistroe da Samaria, hag a lavaras dezho: Setu, an AOTROU, Doue ho tadoù, a oa fuloret a-enep Juda, hag en deus lakaet anezho etre ho taouarn. O lazhet hoc'h eus gant un egar a zo aet betek an neñvoù.


hag e lavaris: Va Doue! Ruziañ a ran ha mezh am eus o sevel va dremm dirazout, o va Doue! Rak hon direizhder en deus kresket dreist hor pennoù, hag hon torfed en deus tizhet betek an neñvoù.


Sankerib roue Asiria a savas e gamp, a yeas kuit hag a zistroas; hag ez eas da chom e Ninive.


Youc'h a-leizh-korzenn, na zalc'h ket, sav da vouezh evel ur shofar, disklêr da'm fobl o disentidigezh, ha da di Jakob o fec'hedoù.


Pa lavaran: Ne rin ket meneg anezhañ, ha: Ne gomzin ken en e anv, ez eus em c'halon evel un tan devus, dastumet em eskern; en em rediañ a ran d'e zerc'hel, met ne c'hellan ket.


Disklêriañ a ri va c'homzoù, pe e selaouint, pe ne raint ket, rak un ti disent ez int.


Ne lavaront ket en o c'halon ma em befe soñj eus o holl fallentez. Bremañ o oberoù a c'hronn anezho, dirak va dremm emaint.


Sav, kae da Ninive ar gêr vras, hag embann enni ar c'hemennad a lavaran dit.


Jonaz a savas eta hag a yeas da Ninive, hervez urzh an AOTROU. Ninive a oa ur gêr vras-meurbet, eus tri devezh bale.


ha me na'm befe ket truez ouzh Ninive ar gêr vras, ez eus enni ouzhpenn kant ugent mil den, na ouzont ket disheñvelout o dorn dehou diouzh o dorn kleiz, ha loened e niver bras?


Met me a zo leun a nerzh, a Spered an AOTROU, a varnedigezh hag a galon, evit disklêriañ da Jakob e dorfed ha da Israel e bec'hed.


Diougan diwar-benn Ninive. Levr gweledigezh Nahum eus Elkosh.


N'eus louzoù ebet ouzh da c'hloaz, da c'houli a zo grevus. An holl re a glevo komz diwar da benn a stlako o daouarn warnout. Rak piv n'en deus ket klevet dalc'hmat da zrougiezh o tremen?


Kaset e viot dirak gouarnourien ha dirak rouaned abalamour din, evit reiñ testeni din dirazo ha dirak ar baganed.


Tud Ninive a savo e deiz ar varn gant ar rummad-mañ hag a gondaono anezhañ, abalamour m’o deus bet keuz goude prezegenn Jona, ha setu, ez eus amañ brasoc’h eget Jona.


Setu, gopr al labourerien o deus medet en ho parkeier hag hoc’h eus dalc’het a gri, ha kriadennoù ar vederien a zo deuet betek divskouarn Aotrou an armeoù.


rak he fec’hedoù a zo pignet betek an neñv ha Doue en deus bet soñj eus he direizhderioù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan