Naaman a lavaras: Da bediñ a ran, ra vo roet eus an douar-mañ da'z servijer, ur samm evit daou vul. Da servijer ne raio ken loskaberzh nag aberzh da zoueoù all, nemet d'an AOTROU.
Va ene a c'hoanta ac'hanout en noz. Em c'hreizon va spered a glask ac'hanout a-vintin, rak pa vez da varnedigezhioù war an douar, tud ar bed a zesk ar reizhder.
Ha ne zoujot ket ac'hanon, eme an AOTROU, ha ne grenot ket dirazon? Me am eus lakaet an traezh evel harz d'ar mor, dre ur reolenn beurbadus na dremeno ket. E goummoù a fiñv met dic'halloud int, krozal a reont met ne dremenint ket dreist.
Eus va ferzh ez eo roet an urzh-mañ: E-barzh va holl rouantelezh, ra vo doujañs ha spont e-keñver Doue Daniel, rak an Doue bev eo, hag e chom da virviken, hag e rouantelezh ne vo ket distrujet, hag e ren a bado betek an diwezh.
An dud-se a voe leuniet eus un aon bras, hag e lavarjont dezhañ: Perak ec'h eus graet kement-se? Rak an dud-se a ouie e tec'he pell diouzh dremm an AOTROU, dre m'en doa en disklêriet dezho.
Neuze e krijont d'an AOTROU o lavarout: AOTROU! N'hor c'has ket da goll en abeg da ene an den-mañ, ha na laka ket warnomp ar gwad didamall. Rak te, AOTROU, te a ra evel ma plij dit.
Ael an AOTROU a lavaras da Vanoak: Pa zalc'hfes ac'hanon ne zebrin ket eus da vara; met ma rez ul loskaberzh, en kinnigi d'an AOTROU. Ne ouie ket Manoak e oa ael an AOTROU.