Jonaz 1:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
12 Hag e respontas dezho: Va c'hemerit ha va zaolit er mor, hag e sioulaio ar mor en ho keñver, rak gouzout a ran ez eo en abeg din eo deuet warnoc'h ar gorventenn-se.
David, o welout an ael a skoe war ar bobl, a gomzas ouzh an AOTROU hag a lavaras: Setu, me am eus pec'het ha graet gwall-fall, met an deñved-mañ, petra o deus graet? Ra vo da zorn warnon, me az ped, ha war di va zad.
Ha David a lavaras da Zoue: Ha n'eo ket me am eus gourc'hemennet ma vefe graet niveradeg ar bobl? Me am eus pec'het ha graet gwall-fall. Met an deñved-mañ, petra o deus graet? AOTROU va Doue, ra vo da zorn warnon, me az ped, ha war di va zad, ha ra dremeno hep bezañ war da bobl evit skeiñ warno.
Mibien Israel ne c'hello ket derc'hel ouzh o enebourien, treiñ a raint o c'hein dirak o enebourien, rak lakaet int da verz. Ne vin ken ganeoc'h ma ne lamit ket an traoù lakaet da verz eus ho touez.