Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Joel 2:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

31 An heol a vo troet e teñvalijenn hag al loar e gwad, a-raok ma teuio deiz bras ha spontus an AOTROU.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Joel 2:31
21 Iomraidhean Croise  

En abeg da-se e vo e kañv an douar, hag e vo du an neñvoù d'an nec'h, rak em eus lavaret, em eus graet va mennozh, ne'm eus ket keuz, ha ne zislavarin ket.


Pa steuzin ac'hanout, e c'holoin an neñvoù hag e teñvalain o stered, goleiñ a rin an heol a goumoul hag al loar ne roio ken e sklêrijenn.


Sonit ar shofar e Sion, grit dezhañ tregerniñ war va menez santel, ra greno holl dud ar vro, rak devezh an AOTROU a zeu, tost emañ,


An douar a greno dirazo, an neñvoù a vo brañsellet, an heol hag al loar a deñvalaio, hag ar stered a serro o lugern.


Hag an AOTROU a raio klevout e vouezh dirak e arme, rak e gamp a zo bras-kenañ; sevener e gomz a zo galloudus. A-dra-sur ez eo bras ha spontus devezh an AOTROU, ha piv a c'hello chom en e sav?


devezh a deñvalijenn hag hep gouloù, devezh a goumoul hag a goabr. Evel m'en em astenn ar gouloù-deiz war ar menezioù, setu ur bobl vras ha galloudus, evel n'eus ket bet en holl amzerioù, hag evel na vo ken war he lerc'h a oad da oad.


Rak setu, en deizioù-se hag en amzer-se, pa lakain da zistreiñ harluidi Juda ha Jeruzalem,


An heol hag al loar a deñvalaio, hag ar stered a serro o lugern.


En deiz-se e c'hoarvezo na vo ket a sklêrijenn, met ar gouloù prizius a dec'ho.


Rak setu e teu an deiz gwrezus evel ur forn; hag an holl re lorc'hus hag an holl re a ra an droug a vo evel plouz. An deiz-se a zo o tont hag o entano, eme AOTROU an armeoù, ha ne lezo ganto na gwrizienn na skourr.


Setu ez an da gas deoc'h Elia ar profed, a-raok ma teuio deiz bras ha spontus an AOTROU.


Raktal goude glac’har an deizioù-se, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn, ar stered a gouezho eus an oabl, ha galloudoù an neñv a vo brañsellet.


Hogen adalek ar c’hwec’hvet eur e voe teñvalijenn war ar vro holl, betek an navet eur.


Bez’ e vo sinoù en heol, el loar hag er stered. Ha war an douar, ar vroadoù a vo en nec’hamant, ha ne ouezint petra d’ober e-keñver ar mor hag e donnoù oc’h ober un trouz bras.


An heol a vo troet e teñvalijenn hag al loar e gwad, a-raok ma teuio deiz bras ha glorius an Aotrou.


Ar pevare ael a sonas, hag an deirvet lodenn eus an heol a voe skoet, an deirvet lodenn eus al loar hag an deirvet lodenn eus ar stered, en hevelep doare ma voe an deirvet lodenn teñvalaet, ma kollas an deiz an deirvet lodenn eus e sklêrijenn kenkoulz hag an noz.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan