Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Joel 1:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Rak ur vroad galloudus ha diniver a zo pignet a-enep va bro. He dent a zo evel re ul leon, hag he deus javedoù evel ul leonez.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Joel 1:6
9 Iomraidhean Croise  

ar vro strujus en ul lanneg sall, abalamour da fallentez e annezerien.


bez' ez eus ur rumm a dud hag a zo evel klezeier e zent hag evel kontilli e javedoù, evit debriñ ar re c'hlac'haret eus ar vro hag ar beorien a-douez an dud.


War zouar va fobl e kresko an drein hag an drez, zoken war an holl diez a levenez eus ar gêr laouen.


Tremen a raio war Juda, o tic'hlannañ hag o veuziñ, tapout a raio betek ar gouzoug. Hec'h eskell astennet a leunio da vro a-bezh, o Emanuel!


Ne chomint ket war zouar an AOTROU, Efraim a zistroio d'an Ejipt, hag e tebrint en Asiria boued dic'hlan.


Me a roio deoc'h en-dro ar bloavezhioù a zo bet debret gant ar c'hilhog-raden, ar viskoulenn, ar preñvig, ar c'hwil-derv, va arme vras am boa kaset a-enep deoc'h.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan