Broadoù, selaouit komz an AOTROU, he c'hemennit d'an inizi pell, lavarit: An hini en deus stlabezet Israel en dastumo hag en diwallo evel ur mêsaer e dropell.
Hag em eus lavaret: A Aotrou AOTROU! E gwirionez ec'h eus touellet ar bobl-mañ ha Jeruzalem, o lavarout: Ar peoc'h ho po! Met ar c'hleze a zeu betek an ene.
Roit da glevout kement-mañ d'ar broadoù, setu, henn embannit a-enep Jeruzalem: Sezizerien a zeu eus ur vro bell, hag e laoskont kriadennoù a-enep kêrioù Juda.
Selaou, douar! Setu ez an da zegas war ar bobl-mañ un droug a vo frouezh o soñj, rak n'o deus ket selaouet ouzh va c'homzoù, ha taolet o deus kuit va lezenn.
Va fobl, az pez soñj eta eus ar pezh a c'hoantaas Balag roue Moab, hag ar pezh a respontas dezhañ Balaam mab Beor, hag ar pezh am eus graet a-dal Sitim betek Gilgal, evit ma'c'h anavezi oberoù reizh an AOTROU.