Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jeremiaz 52:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

30 d'an trede bloaz warn-ugent eus Nebukadnezar, Nebuzaradan penn ar warded a harluas seizh kant pemp Yuzev ha daou-ugent. An holl dud-se a voe eta pevar mil c'hwec'h kant.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jeremiaz 52:30
6 Iomraidhean Croise  

Nebuzaradan penn ar warded a harluas an nemorant eus an dud a oa chomet e kêr, ar re a oa en em rentet da roue Babilon, hag an nemorant eus an engroez.


D'ar seizh eus ar pempvet miz, en naontekvet bloaz eus Nebukadnezar roue Babilon, Nebuzaradan penn ar warded ha servijer roue Babilon a zeuas e-barzh Jeruzalem.


Nebuzaradan penn ar warded a harluas da Vabilon an nemorant eus ar bobl a oa chomet e kêr, ar re a oa en em rentet dezhañ, hag an nemorant eus ar bobl a vane.


Nebuzaradan penn ar warded a harluas hiniennoù eus an dud paourañ, an nemorant a oa chomet e kêr, ar re a oa en em rentet da roue Babilon, hag an nemorant eus an engroez.


d'an triwec'hvet bloaz eus Nebukadnezar, eizh kant daou zen ha tregont,


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Raspaet e vo nemorant Israel evel ur winienn, adlaka da zorn er paneroù evel ur mendemer.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan