Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jeremiaz 51:54 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

54 Trouz ur c'harmadeg a glever eus Babilon, ur rivin bras eus bro ar Galdeiz,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jeremiaz 51:54
10 Iomraidhean Croise  

va c'halon a huanado en abeg da Voab. E dec'hidi a red betek Zoar, betek Eglad-Shelishija. Pignat a reont en ur ouelañ krec'hienn Lukid; hag e lakaint da glevout kriadenn an distruj war hent Horonajim.


Diskar a rez safar an diavaezidi, evel an tommder war un douar sec'h, evel ma vez diskaret an tommder dindan skeud ur goumoulenn. Kan ar re spontus a vo izelaet.


Trouz un emgann a zo er vro, hag un distruj bras.


Lazhit hec'h holl goleoù, ra ziskennint holl d'al lazhadeg. Gwalleur dezho, rak o deiz a zo deuet, amzer o c'hastiz!


Roue Babilon en deus klevet an trouz a gement-se, e zaouarn a zeu da vezañ laosk, an enkrez a grog ennañ, poanioù evel ur vaouez o wilioudiñ.


Gant trouz kemer Babilon an douar a greno, hag ur garm a vo klevet e-touez ar broadoù.


En deiz se, eme an AOTROU, e vo klevet kriadennoù eus dor ar Pesked, yudadennoù eus an eil karter, hag un diskar bras eus ar c'hrec'hiennoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan