Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jeremiaz 51:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 Ne vo tennet diouzhit na maen-korn na maen-diazez, met e vi ur rivin peurbadus, eme an AOTROU.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jeremiaz 51:26
10 Iomraidhean Croise  

Ober a rin anezhi un toull evit an heureuchined, ur c'heun, he skubañ a rin gant skubell an distruj, eme AOTROU an armeoù.


Hag e c'hoarvezo, pa vo sevenet an dek vloaz ha tri-ugent, ma kastizin roue Babilon hag ar vroad-se, eme an AOTROU, en abeg d'o direizhder. Me a gastizo bro ar Galdeiz, hag e rin anezhi ur gouelec'h peurbadus.


An douar a greno hag a vo er poanioù, rak pep mennad an AOTROU a-enep Babilon a vo graet, evit lakaat bro Vabilon da vezañ ur gouelec'h hep tud.


Babilon a zeuio da vezañ ur bern distruj, toulloù evit an aourgon, ur souezh hag ur c'hoapadenn, ha ne vo den o chom enni.


He c'hêrioù a zo deuet ur gouelec'h, un douar sec'h, digenvez, ne vo den o chom enno, ha mab-den ebet ne dremeno drezo.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan