Jeremiaz 50:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned17 Israel a zo evel un dañvadez dianket argaset gant al leoned. Da gentañ roue Asiria en deus he debret, ha da ziwezhañ Nebukadnezar roue Babilon en deus torret hec'h eskern dezhi. Faic an caibideil |
Ha goude-se, eme an AOTROU, e lakain Sedesia roue Juda, e servijerien, ar bobl, ar re eus ar gêr-mañ a vo manet goude ar vosenn, ar c'hleze hag an naonegezh, etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, etre daouarn o enebourien, hag etre daouarn ar re a glask o buhez, hag e skoio warno gant troc'h ar c'hleze, n'esperno ket anezho, n'en devo na truez na trugarez.