Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jeremiaz 5:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Setu perak evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoù: Peogwir hoc'h eus disklêriet ar gomz-mañ, e lakain va c'homzoù da vezañ un tan ez kenoù, hag ar bobl-mañ da vezañ koad a vo pulluc'het gantañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jeremiaz 5:14
8 Iomraidhean Croise  

Abalamour da-se eo lonket an douar gant ar vallozh, e annezerien a zoug o foan, tud an douar a zo kuzumet, ne chom ken nemet nebeut a dud.


Hag an AOTROU a astennas e zorn hag a stokas ouzh va genoù. Hag an AOTROU a lavaras din: Setu, lakaet em eus va c'homzoù ez kenoù.


Ha n'eo ket va c'homz evel un tan, eme an AOTROU, evel ur morzhol a dorr ar roc'h?


Setu perak em eus o skoet dre ar brofeded, o lazhet dre c'herioù va genoù, va barnedigezhioù a lugerno warno evel ar gouloù.


Koulskoude va c'homzoù ha va reolennoù am boa roet da'm servijerien ar brofeded, daoust ha n'o deus ket tizhet ho tadoù? Distroet int ha lavaret o deus: Kement en doa divizet AOTROU an armeoù ober deomp, hervez hon hentoù hag hon oberoù, en deus graet warnomp.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan