Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jeremiaz 44:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Gwelet hoc'h eus an holl zroug am eus graet dont war Jeruzalem ha war holl gêrioù Juda. Ha setu emaint hiziv ur gouelec'h, n'eus den o chom enno,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jeremiaz 44:2
25 Iomraidhean Croise  

Astenn a rin war Jeruzalem kordenn Samaria ha kordenn-rezañ ti Akab, hag e naetain Jeruzalem evel ma vez naetaet ur skudell, a zo hejet-dihejet goude bezañ bet naetaet.


Gwelet hoc'h eus ar pezh am eus graet d'an Ejipt, ha penaos em eus ho touget war eskell erer ha lakaet da zont da'm c'havout.


Ne chom nemet glac'har e kêr, an nor a gouezh a-dammoù dindan an taolioù.


Hag e lavaris: Betek pegeit, Aotrou? Hag e respontas: Betek ma vo ar c'hêrioù glac'haret ha diannez, an tiez didud, an douar glac'haret penn-da-benn,


An holl vro-mañ a vo un distruj hag ur rivin, hag ar broadoù-mañ a vo sujet da roue Babilon e-pad dek vloaz ha tri-ugent.


Setu ez an da reiñ un urzh, eme an AOTROU, hag e tegasin anezho en-dro a-enep ar gêr-mañ, hag e stourmint outi, hag e tapint anezhi, hag he devint dre an tan. Hag e lakain kêrioù Juda da vezañ ur gouelec'h, hep den ebet.


Al leon a bign er-maez eus e doull, distrujer ar broadoù a zo o kerzhout, deuet eo kuit eus e lec'h, evit ober eus da vro ur glac'har. Da gêrioù a vo distrujet, ha ne vo den o chom enno.


An AOTROU n'en deus ket fellet dezhañ e c'houzañv pelloc'h, en abeg da zrougiezh hoc'h oberoù, en abeg d'an traoù euzhus hoc'h eus graet, en doare ma'z eo troet ho pro en ur gouelec'h, en ur souezh hag en ur vallozh, hep na vefe den o chom ennañ, evel ma vez gwelet hiziv.


Dre ma hoc'h eus kinniget ezañs, ha ma hoc'h eus pec'het a-enep an AOTROU, dre ma n'hoc'h eus ket selaouet mouezh an AOTROU, ha ma n'hoc'h eus ket kerzhet en e lezenn nag en e reolennoù nag en e destenioù, en abeg da-se, an droug-mañ a zo c'hoarvezet ganeoc'h, evel ma vez gwelet hiziv.


Hag e lakain da baouez e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem mouezh ar joa ha mouezh al levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, rak ar vro a vo gwastet.


Ar marv a vo gwelloc'h eget ar vuhez evit an holl re a vano eus ar ouenn fall-se, a vano en holl lec'hioù ma em bo o c'haset, eme AOTROU an armeoù.


Hag e rin eus Jeruzalem dismantroù, eno e vo toulloù evit an aourgon, treiñ a rin kêrioù Juda e lec'hioù dilaosket, hep den o chom enno.


Penaos ez eo azezet hec'h-unan ar gêr ken poblet! An hini a oa bras e-touez ar broadoù a zo evel un intañvez. An hini a oa un itron e-touez ar proviñsoù a zo deuet un druajadez.


En abeg da-se eo e ouelan hag e teuz en dour va lagad. Ar frealzer a c'hellfe dic’hlac’hariñ va ene a zo aet pell diouzhin. Va mibien a zo mantret rak an enebour a zo kreñvoc'h.


en abeg da venez Sion hag a zo glac'haret, ken e pourmen al lern warnañ.


Sevenet en deus ar c'homzoù en doa lavaret a-enep deomp hag a-enep hor barnerien o deus hor barnet, lakaet en deus da zont warnomp ur boan vras, rak dindan an neñvoù ne oa ket c'hoarvezet evel m'eo c'hoarvezet e Jeruzalem.


Lakaat a rin ho kêrioù didud, distrujañ a rin ho santualioù ha ne ruflin ken c’hwezh hoc’h ezañs,


Ar vro a vo dilezet ganto hag en em akuito eus he deizioù sabad e-pad ma vo gwastet pell diouto; anzav a raint o direizhder, rak disprizet o devo va barnedigezhioù hag o eneoù o devo bet euzh ouzh va reolennoù.


Setu perak en abeg deoc'h, Sion a vo troet he douar evel ur park, Jeruzalem a zeuio da vezañ ur bern rivinoù, ha menez an ti ur c'hrec'h goloet a goadeg.


Koulskoude va c'homzoù ha va reolennoù am boa roet da'm servijerien ar brofeded, daoust ha n'o deus ket tizhet ho tadoù? Distroet int ha lavaret o deus: Kement en doa divizet AOTROU an armeoù ober deomp, hervez hon hentoù hag hon oberoù, en deus graet warnomp.


Moizez a zastumas holl Israel hag a lavaras: Gwelet hoc'h eus kement en deus graet an AOTROU dirak ho taoulagad e bro Ejipt, da Faraon, d'e holl servijerien ha d'e holl vro,


Gwelet hoc'h eus kement en deus graet an AOTROU ho Toue d'an holl vroadoù-mañ dirazoc'h, rak an AOTROU ho Toue eo an hini en deus stourmet evidoc'h.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan