Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jeremiaz 43:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Evel-se Johanan mab Kareak, holl bennoù ar strolladoù, hag an holl bobl ne selaoujont ket mouezh an AOTROU, da chom e bro Juda.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jeremiaz 43:4
10 Iomraidhean Croise  

Neuze an holl bobl, adalek ar bihanañ betek ar brasañ, ha pennoù ar strolladoù, a savas hag a yeas d'an Ejipt, dre m'o doa aon rak ar Galdeiz.


Hag evel ma komze ouzh ar roue, ar roue a lavaras dezhañ: Hag out bet lakaet da guzulier ar roue? En em denn! Perak e vefe skoet warnout? Ar profed en em dennas en ur lavarout: Gouzout a ran en deus divizet Doue da zistrujañ ac'hanout, dre ma ec'h eus graet-se ha ne'c'h eus ket selaouet va ali.


Fiz en AOTROU, gra ar mad, bez o chom war an douar, debr ar wirionez evel boued.


Neuze em eus lavaret: Furnez a zo gwelloc'h eget nerzh, ha koulskoude disprizet eo furnez ar paour, hag e gomzoù n'int ket selaouet.


Johanan mab Kareak ha pennoù ar strolladoù a oa gantañ a gemeras an nemorant eus ar bobl o doa lamet digant daouarn Ismael mab Netania, an dud tapet gantañ e Mizpa goude bezañ lazhet Gedalia mab Ahikam, an dud a vrezel, ar maouezed, ar vugale hag ar spazhidi; hag int a zegasas anezho en-dro eus Gabaon.


Henn disklêriet em eus deoc'h hiziv, met ne selaouit ket mouezh an AOTROU ho Toue, nag hini ebet eus an holl c'herioù en deus roet din, evit m'o lavarfen deoc'h.


Hag e c'halvas Johanan mab Kareak hag holl bennoù ar strolladoù a oa gantañ, hag an holl bobl, adalek ar bihanañ betek ar brasañ.


Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn evit distreiñ diwar o drougiezh ha tremen hep kinnig ezañs da zoueoù all.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan