Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jeremiaz 38:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 neuze e lavari dezho: Aspedet em eus ar roue na rafe ket din distreiñ da di Jonatan evit mervel eno.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jeremiaz 38:26
5 Iomraidhean Croise  

Hag e roas dezhañ un eilskrid eus ar skrid-urzh a oa bet embannet e Suza d'o distrujañ, evit e ziskouez da Ester ha reiñ dezhi da gompren an traoù, hag evit lavarout dezhi mont da di ar roue ha goulenn digantañ gras hag e aspediñ e-keñver ar bobl.


Ar pennoù a yeas droug enno ouzh Jeremiaz, hag e skojont warnañ, hag en lakajont en toull-bac'h e ti Jonatan ar skrib, rak graet o doa anezhañ un toull-bac'h.


Ha bremañ mar plij, selaou, o aotrou roue! Ra vo va fedenn degemeret mat ganit! Na'm c'has ket en-dro da di Jonatan ar skrib, gant aon na varvfen eno.


An holl bennoù a zeuas da gavout Jeremiaz hag a reas goulennoù outañ. Hag e respontas dezho hervez ar c'homzoù urzhiet gant ar roue. Neuze e rojont peoc'h dezhañ, ne oa anavezet netra war gement-se.


hag a lavaras d'ar profed Jeremiaz: Degemer mat hon aspedenn, ha ped an AOTROU da Zoue evidomp, evit an nemorant a zo chomet amañ! Rak eus kalz, omp chomet nebeut, evel ma wel da zaoulagad.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan