Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jeremiaz 38:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Ar roue Sedesia a douas e kuzh da Jeremiaz, o lavarout: An AOTROU a zo bev, eñ hag en deus graet deomp an ene! Ne lakain ket ac'hanout d'ar marv ha ne lakain ket ac'hanout etre daouarn an dud-se a glask da vuhez.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jeremiaz 38:16
13 Iomraidhean Croise  

a-raok ma tistroio ar poultr d'an douar evel ma oa bet, hag ar spered da Zoue en deus e roet.


Evel-henn e komz Doue an AOTROU, eñ hag en deus krouet an neñvoù hag astennet anezho, kompezet an douar ha kement a zeu dioutañ, roet alan d'ar bobl a zo warnañ, ha spered d'ar re a gerzh warnañ:


Ne dabutin ket da viken ha ne vin ket imoret atav, rak ar spered a sempl dirazon, hag an eneoù am eus krouet.


o lakaat a rin etre daouarn o enebourien hag etre daouarn ar re a glask o buhez, hag o c'horfoù marv a vo boued da laboused an neñvoù ha da loened an douar.


Met ar roue Sedesia a gasas d'e gerc'hat ac'hane. Ar roue a reas goulennoù outañ e kuzh en e di, hag a lavaras: Ha bez' ez eus ur gomz bennak a-berzh an AOTROU? Jeremiaz a lavaras: Ya. Rak, emezañ, e vi lakaet etre daouarn roue Babilon.


Diougan, komz an AOTROU diwar-benn Israel: Evel-henn e komz an AOTROU, en deus astennet an neñvoù, diazezet an douar, ha graet spered an den en e greiz:


Neuze e kouezhjont war o dremmoù hag e lavarjont: O Doue, Doue speredoù pep kig! Un den hepken en deus pec'het, hag e fulorfes a-enep an holl vodadenn?


Ra lakaio an AOTROU, Doue ar speredoù a bep kig, war ar vodadenn, un den


Hemañ a zeuas en noz da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a oar ez out un doktor deuet a-berzh Doue, rak den ne c’hell ober ar mirakloù-se a rez, nemet e vefe Doue gantañ.


N’eo ket servijet gant daouarn an dud evel m’en defe ezhomm eus un dra bennak, eñ an hini a ro d’an holl ar vuhez, an anal hag an holl draoù.


Rak ennañ eo hon eus ar vuhez, ar fiñv hag ar boud, evel m’o deus lavaret ivez hiniennoù eus ho parzhed: Rak anezhañ omp ivez al lignez.


A-hend-all hon tadoù hervez ar c’hig o deus hor c’hastizet hag hon eus o enoret, ha ne sentimp ket muioc’h ouzh Tad ar speredoù evit kaout ar vuhez?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan