David a lavaras: Madelezhus e vin e-keñver Hanun mab Nakash, evel m'eo bet e dad madelezhus em c'heñver. David a gasas e servijerien evit e frealziñ diwar-benn e dad. Ha servijerien David a zeuas da vro mibien Ammon.
Dre ar profed Jehu mab Hanani, komz an AOTROU a voe disklêriet a-enep Baesha hag a-enep e di, en abeg d'an holl zroug en doa graet dirak daoulagad an AOTROU, o kounnariñ anezhañ dre oberoù e zaouarn hag o tont heñvel ouzh ti Jeroboam, hag ivez dre m'en doa e zistrujet.
Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Kae ha komz ouzh Sedesia roue Juda, ha lavar dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat ar gêr-mañ etre daouarn roue Babilon, hag e tevo anezhi dre an tan.