Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jeremiaz 36:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

30 Setu perak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn Jojakim roue Juda: Hini ebet eus e re ne azezo war dron David, hag e gorf marv a vo taolet kuit da dommder an deiz ha da rev an noz.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jeremiaz 36:30
7 Iomraidhean Croise  

Debret e oan gant ar sec'hded e-pad an deiz ha gant ar yenijenn e-pad an noz, hag ar c'housk a bellae eus va zaoulagad.


P'en defe bet un den kant bugel, hag en defe bevet niver a vloavezhioù, ha ma vefe liesaet deizioù e vloavezhioù, ma n'en deus ket bet e ene e walc'h a vadoù, ma n'en deus ket bet ur bez evitañ, me a lavar eo gwelloc'h ur sioc'han egetañ.


Evel-henn e komz an AOTROU: Enskrivit an den-se evel dirannet eus mibien, evel un den ne raio ket berzh en e zeizioù, rak eus e lignez, den ne c'hello azezañ war dron David, na ren c'hoazh war Juda.


Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evel m'en doa graet Jojakim.


Astennet e vint dirak an heol, dirak al loar ha dirak holl arme an neñvoù, o deus karet, o deus servijet, o deus kerzhet war o lerc'h, o deus klasket, hag o deus stouet dirazo. Ne vint ket dastumet na sebeliet, hag e vint evel teil war-c'horre an douar.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan