Hag an AOTROU a lavaras din: Pa en em zalc'hfe Moizez ha Samuel dirazon, va ene ne vefe ket douget etrezek ar bobl-mañ. Kas anezho kuit a-zirak va dremm, ma'z aint kuit.
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Mar distroez, me az tegaso en-dro, hag en em zalc'hi dirazon. Mar dispartiez ar pezh a zo prizius diouzh ar pezh a zo didalvez, e vi evel va genoù. Distreiñ a raint etrezek ennout, met te ne zistroi ket etrezek enno.
Hag evidon, setu ez an da chom e Mizpa evit servijañ ar Galdeiz a zeuio d'hor c'havout. Met c'hwi, dastumit gwin, frouezh hañv hag eoul, lakait anezho en ho listri, ha chomit er c'hêrioù hoc'h eus kemeret.