Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jeremiaz 35:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Rak em eus kaset deoc'h va holl servijerien ar brofeded, o c'haset em eus deoc'h bemdez, adalek ar beure, da lavarout deoc'h: Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, adreizhit hoc'h oberoù, n'it ket war-lerc'h doueoù all evit o servijañ, evit ma chomot er vro am eus roet deoc'h ha d'ho tadoù. Met n'hoc'h eus ket roet ho skouarn evit selaou.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jeremiaz 35:15
31 Iomraidhean Croise  

Ne'z po ket doueoù all dirazon.


Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn, heuliet en deus pep hini kaleter e galon fall. Hag em eus degaset warno holl gomzoù an emglev am eus gourc'hemennet dezho mirout, ha n'o deus ket miret.


Ar bobl drouk-mañ, ha ne fell ket dezho selaou ouzh va c'homzoù, hag a gerzh hervez kaleter o c'halon, hag a ya war-lerc'h doueoù all evit o servijañ ha stouiñ dirazo, a vo evel ar gouriz-mañ n'eo ken mat da netra.


Bremañ eta komz ouzh tud Juda hag ouzh tud Jeruzalem, ha lavar dezho: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e kempennan droug a-enep deoc'h, hag ec'h ijinan ur mennad a-enep deoc'h. Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, troit e mad ho hentoù hag hoc'h oberoù.


Rak ma rit hervez ar gomz-mañ, ar rouaned azezet war dron David a yelo dre zorojoù an ti-mañ, pignet war girri ha war gezeg, int, o servijerien hag o fobl.


Ma vijent bet em c'huzul, o dije roet da anavezout va c'homzoù da'm fobl, hag o dije distroet anezho eus o hent fall hag eus drougiezh o oberoù.


An AOTROU en deus kaset deoc'h e holl servijerien, ar brofeded, o c'haset en deus adalek ar beure, met n'hoc'h eus ket o selaouet, n'hoc'h eus ket roet ho skouarn evit selaou,


Bremañ eta adreizhit hoc'h hentoù hag hoc'h oberoù, selaouit ouzh mouezh an AOTROU ho Toue, hag an AOTROU en devo keuz d'an droug a lavaras en hoc'h enep.


evit selaou ouzh komzoù va servijerien, ar brofeded, a gasan deoc'h, am eus kaset deoc'h adalek ar beure, ha n'hoc'h eus ket selaouet,


dre ma n'o deus ket selaouet va c'homzoù, eme an AOTROU, pa gasen dezho va servijerien, ar brofeded, am eus kaset adalek ar beure, ha n'hoc'h eus ket selaouet, eme an AOTROU.


Distroit, mibien adfeilherien, eme an AOTROU, rak me eo hoc'h ozhac'h. Ho kemer a rin, unan eus ur gêr, daou eus un tiegezh, hag ho tegasin en-dro da Sion.


Troet o deus ouzhin o c'hein ha nann o dremm, koulskoude em eus o c'helennet, o sevel abred em eus o c'helennet, met n'int ket bet sentus evit degemer an deskadurezh.


A-benn seizh vloaz e kasot kuit pep hini ac'hanoc'h e vreur hebreat a zo bet gwerzhet dezhañ. Servijañ a raio c'hwec'h vloaz hag e kasi anezhañ frank eus da di. Met ho tadoù n'o deus ket va selaouet, n'o deus ket roet o skouarn.


Marteze ti Juda a glevo an holl zroug ez on e-sell d'ober dezho, hag e tistroio pep hini diwar e hent fall, hag e pardonin o drougiezh hag o fec'hed.


Israel, mar distroez, eme an AOTROU, mar distroez da'm c'havout, mar lamez da euzhusted a-zirazon, ne vi ken o kantreal,


Jeruzalem, disaotr da galon eus an droug evit ma vi saveteet. Betek pegeit e vo o chom ez tiabarzh da soñjoù direizh?


An neb a selaou ac’hanoc’h, a selaou ac’hanon; an neb a zispriz ac’hanoc’h, a zispriz ac’hanon; an neb a zispriz ac’hanon, a zispriz an hini en deus va c’haset.


met d’ar re a zo e Damask da gentañ, hag e Jeruzalem hag en holl Judea ha d’ar baganed, prezeget em eus da gaout keuz ha da zistreiñ ouzh Doue, oc’h ober traoù dereat eus ar geuzidigezh.


evit karout an AOTROU da Zoue, evit sentiñ ouzh e vouezh, evit en em stagañ outañ, rak eñ eo da vuhez, hag eñ a hiraio da zeizioù hag e c'helli chom er vro en deus touet an AOTROU reiñ d'ho tadoù, da Abraham, da Izaak ha da Jakob.


Ned eot ket war-lerc'h doueoù all, a-douez doueoù ar pobloù a vo en-dro deoc'h,


An hini eta a zispriz kement-se ne zispriz ket un den met Doue, eñ hag en deus roet ivez deomp e Spered-Santel.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan