Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jeremiaz 32:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, d'an dekvet bloaz eus Sedesia roue Juda, a oa an triwec'hvet bloaz eus Nebukadnezar.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jeremiaz 32:1
9 Iomraidhean Croise  

Ur bloaz warn-ugent e oa Sedesia pa zeuas da roue, hag e renas unnek vloaz e Jeruzalem.


Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, pa gasas ar roue Sedesia d'e gavout Pashur mab Malkija ha Sofonia mab Maaseja an aberzhour, evit lavarout:


Ar gomz a voe disklêriet da Jeremiaz evit holl bobl Juda, d'ar pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia roue Juda, a oa bloaz kentañ Nebukadnezar roue Babilon,


E derou ren Jojakim mab Jozia roue Juda, ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se:


Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se, pa oa Nebukadnezar roue Babilon, gant e holl arme, gant holl rouantelezhioù an douar renet dre e zorn, gant an holl bobloù, oc'h ober brezel a-enep Jeruzalem hag a-enep hec'h holl gêrioù:


d'an triwec'hvet bloaz eus Nebukadnezar, eizh kant daou zen ha tregont,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan