Da avoultriezh ha da c'hourriziadennoù, brasted da c'hastaouerezh war ar c'hrec'hiennoù ha war ar maezioù, da euzhusted, o gwelet em eus. Gwalleur dit, Jeruzalem! Betek pegoulz e vi dic'hlan?
Penaos e lavarez: N'on ket saotret, n'on ket aet war-lerc'h ar Baaled? Sell da gammedoù en draonienn, anzav ar pezh ac'h eus graet, dremedal skañv o kantreal,
Lavaret eo: Mar kas un den e wreg kuit, hag o vezañ aet digantañ, ma teu houmañ da vezañ d'ur gwaz all, hag e tistroio c'hoazh d'he c'havout? Ha ne vefe ket e gwirionez saotret ar vro? Ha te ac'h eus gastaouet gant meur a amourouz; koulskoude, distro ouzhin, eme an AOTROU.
Distroit, mibien adfeilherien, eme an AOTROU, rak me eo hoc'h ozhac'h. Ho kemer a rin, unan eus ur gêr, daou eus un tiegezh, hag ho tegasin en-dro da Sion.
An AOTROU a lavaras din en deizioù ar roue Jozia: Ha gwelet ec'h eus ar pezh he deus graet Israel an adfeilherez? Aet eo war bep menez uhel ha dindan pep gwezenn c'hlas d'en em reiñ d'ar gasterezh.
Hag em eus gwelet penaos, petra bennak ma em eus kaset kuit Israel an adfeilherez en abeg d'hec'h avoultriezh, ha ma em eus roet dezhi he skrid a dorr-dimeziñ, Juda ar c'hanazez n'he deus ket bet aon, hag eo en em roet d'ar gasterezh hi ivez.
Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn, heuliet o deus kuzulioù ha kaleter o c'halon fall, hag int en em zistroet a-dreñv e-lec'h dont da'm c'havout.
met mar krou an AOTROU un dra nevez holl, ma tigor an douar e c'henoù da lonkañ anezho gant kement o deus, ha ma tiskennont bev e lec'h ar marv, e ouiot penaos an dud-se o deus disprizet an AOTROU.