Jeremiaz 30:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
24 Kounnar entanet an AOTROU ne zistroio ket, ken n'en devo graet mennadoù e galon hag o c'haset da benn. Kement-mañ a gomprenot sklaer en deizioù diwezhañ.
Me a c'halv eus ar sav-heol al labous-preizh, hag eus un douar pell den va c'hoantoù. Ar pezh a lavaran a lakaan d'en em gavout, hag ar pezh a ijinan a sevenan.
En abeg da-se e vo e kañv an douar, hag e vo du an neñvoù d'an nec'h, rak em eus lavaret, em eus graet va mennozh, ne'm eus ket keuz, ha ne zislavarin ket.
Me a raio da Elam bezañ spouronet dirak o enebourien ha dirak ar re a glask o buhez. Hag e kasin warno an droug, va c'hounnar entanet, eme an AOTROU. Hag e kasin war o lerc'h ar c'hleze, betek ma em bo o c'haset da get.
Ha n'oc'h teneraet, c'hwi holl hag a dremen dre an hent? Sellit ha gwelit hag-eñ ez eus ur glac'har heñvel ouzh ar glac'har a sko warnon. An AOTROU en deus va enkrezet en deiz e gounnar entanet.
Pignat a ri a-enep va fobl Israel, evel ur c'hoabrenn o c'holeiñ ar vro. Bez' e vo en deizioù diwezhañ, ma rin dit kerzhout a-enep va bro, evit ma vin anavezet gant ar broadoù, pa vin santelaet drezout dirak o daoulagad.
Met un Doue a zo en neñvoù hag a ziskuilh an traoù kuzhet, hag a ro da anavezout d'ar roue Nebukadnezar ar pezh a c'hoarvezo en deizioù da zont. Setu da huñvre hag ar gweledigezhioù ac'h eus bet ez penn war da wele.
Goude-se, mibien Israel a zistroio, hag e klaskint an AOTROU o Doue ha David o roue. Hag e teuint gant doujañs da gavout an AOTROU hag e vadelezh, en deizioù diwezhañ.
Hag e c'hoarvezo, en deizioù diwezhañ, ma vo startaet menez ti an AOTROU dreist ar menezioù, hag e savo dreist ar c'hrec'hiennoù, hag e teredo ennañ an holl bobloù.
Rak gouzout a ran penaos, goude va marv, en em vreinot hag e tistroiot diouzh an hent am eus gourc'hemennet deoc'h; hag e c'houzañvot poanioù en deizioù da zont, pa ho po graet ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, o fuloriñ anezhañ dre oberennoù ho taouarn.