Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jeremiaz 17:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Setu ar re-mañ a lavar din: Pelec'h emañ komz an AOTROU? Ra zeuio eta!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jeremiaz 17:15
7 Iomraidhean Croise  

hag a lavar: Ra hasto, ra vuanaio e oberenn, evit ma welimp anezhi! Ra dostaio, ra zeuio mennad Sant Israel, evit ma'c'h anavezimp anezhañ!


Mab an den, petra eo ar c'hrennlavar-mañ hoc'h eus e bro Israel, hag a zisplegit: An deizioù a bellaio, ha pep gweledigezh a vo kollet?


Gwalleur d'ar re a c'hoanta devezh an AOTROU! Da betra e servijo deoc'h an devezh-mañ? Devezh an AOTROU a vo teñvalijenn ha nann sklêrijenn,


Skuizhet hoc'h eus an AOTROU gant ho komzoù, hag e lavarit: E petra hon eus e skuizhet? Pa lavarit: Piv bennak a ra an droug a zo mat dirak daoulagad an AOTROU, hag ennañ eo e kemer plijadur; pe: Pelec'h emañ Doue ar reizhder?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan