Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 9:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Kreskiñ e c'halloud, reiñ ur peoc'h diziwezh da dron David ha d'e rouantelezh, evit en startaat hag en harpañ er varnedigezh hag er reizhder, adalek bremañ ha da viken, gred AOTROU an armeoù a raio kement-se.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 9:6
82 Iomraidhean Croise  

Eñ eo a savo un ti da'm anv, ha me a startaio tron e ren da viken.


Da di ha da ren a vo asuret da viken dirak da zaoulagad, da dron a vo startaet da viken


Ra vo benniget an AOTROU da Zoue, en deus kavet e blijadur ennout, evit da lakaat war dron Israel! Dre m'en deus karet an AOTROU Israel da viken, eo en deus da lakaet da roue, evit ober eeunder ha reizhder.


Hag o gwad a gouezho war benn Joab ha war benn e lignez da viken, met peoc'h a vo da viken a-berzh an AOTROU evit David, evit e lignez, evit e di hag evit e dron.


Met ar roue Salomon a vo benniget, ha tron David a vo startaet dirak an AOTROU da viken.


Ha bremañ, hon Doue bras, galloudek ha spontus, a vir an emglev hag an drugarez, na sell ket evel nebeut a dra ouzh an holl drubuilhoù o deus hon tapet, ni, hor rouaned, hor pennoù, hon aberzhourien, hor profeded, hon tadoù ha da holl bobl, adalek amzer rouaned an Asiria betek hiziv.


Ar c'haerañ eus mibien an dud ez out, an drugarez a zo skuilhet war da vuzelloù, ha Doue en deus da venniget da viken.


Da viroù a zo lemm, mont a raint da galon enebourien ar roue, pobloù a gouezho dindanout.


Da dron, o Doue, a chom dalc'hmat ha da viken! Gwalenn da ren a zo ur walenn a reizhder.


Salm Azaf. Doue, an AOTROU Doue, en deus komzet ha galvet an douar, eus ar sav-heol betek ar c'huzh-heol.


E anv a chomo da viken. E anv a vo embannet e-keit ha ma lugerno an heol. Dre e anv e vior benniget. Galvet e vo eürus gant an holl vroadoù.


Ar menezioù hag an torgennoù a roio ar berzh d'ar bobl, dre an ober eus da reizhder.


En e zeizioù e vleunio an den reizh, hag e vo ur fonnusted a beoc'h, betek ma ne vo ken al loar.


Ya, e silvidigezh a zo tost d'ar re a zouj anezhañ, evit ma vo ar gloar o chom en hon douar.


Startaat a rin da lignez da viken, hag e tiazezin da dron evit an holl oadoù.  Ehan


Adalek ar beurbadelezh ez on bet diazezet, adalek ar penn-kentañ, a-raok ma oa an douar.


An nemorant a zistroio, an nemorant eus Jakob, ouzh an Doue kreñv.


Ar reizhder a vo gouriz e zivgroazell, hag ar fealded gouriz e zaougostez.


An tron a vo startaet gant an drugarez, ha warnañ ec'h azezo gant fealded, e teltenn David, ur barner a glasko ar varnedigezh hag a hasto ar reizhder.


AOTROU, ar peoc'h a roi deomp, rak kement a reomp, te eo an hini en peurc'hra ennomp.


Mirout a rez ur peoc'h asur d'an hini a zo nerzhus e galon, dre m'en em fiz ennout.


Kement-se a zeu ivez eus AOTROU an armeoù. Burzhudus eo e guzul, ha bras-meurbet e furnez.


Setu, ur roue a reno hervez ar reizhder, ha priñsed a c'houarno gant eeunder.


Rak eus Jeruzalem e teuio un nemorant, hag eus Menez Sion un nebeud tud. Gwarizi AOTROU an armeoù a raio kement-se.


Plijet eo bet gant an AOTROU e vreviñ, e lakaet en deus er poanioù. Goude bezañ kinniget e ene evel aberzh a gablusted, e welo ul lignez, hiraat a raio e zeizioù, ha plijadur an AOTROU a raio berzh dre e zorn.


Kresket en deus dirazañ evel ur vroustenn, evel ur wrizienn o tont eus un douar disec'h. N'en deus na neuz na kaerder da zedennañ ar sell, na doare da zegas c'hoant.


Met gloazet e oa en abeg d'hon drougoberoù, brevet en abeg d'hon direizhder; ar c'hastiz a ro deomp ar peoc'h a zo bet warnañ, ha dre e c'houlioù ez omp yac'haet.


A-dra-sur te eo hon tad. Pa ne oufe Abraham anv ebet deomp, pa n'anavezfe ket Israel ac'hanomp, AOTROU, te eo hon tad, hon dasprener, setu aze da anv a bep amzer.


Rak evel-henn e komz an AOTROU: Mont a ran da lakaat ar peoc'h da ruilhañ etrezek enni evel ur stêr, ha gloar ar broadoù evel ur froud o tic'hlannañ. Hag e viot bronnet, douget war an divrec'h ha kañjolet war an daoulin.


Setu perak an AOTROU e-unan a roio deoc'h ur sin: Setu, ar werc'hez a vo brazez hag a c'hano ur mab, a vo anvet Emmanuel.


Setu-me amañ, me hag ar vugale a zo bet roet din gant an AOTROU; ni a zo sinoù ha diouganoù en Israel, a-berzh AOTROU an armeoù a zo o chom war Venez Sion.


Betek pegeit e vi o kantren, merc'h disent? Rak an AOTROU a grou un dra nevez war an douar: ar vaouez a gildroenno en-dro d'ar gwaz.


En amzer ar rouaned-se, Doue an neñvoù a savo ur rouantelezh na vo biken distrujet. Ar rouantelezh-mañ ne dremeno ket da ur bobl all, hag e vruzuno hag e kaso da netra an holl rouantelezhioù-se, hag hi hec'h-unan a bado da viken,


Hag e voe roet dezhañ ar vestroniezh, ar c'hloar hag ar ren, hag an holl bobloù, broadoù ha yezhoù a servijas anezhañ. E vestroniezh a zo ur vestroniezh peurbadus na dremeno ket, hag e rouantelezh ne vo ket distrujet.


Gloar an ti diwezhañ-mañ a vo brasoc'h eget hini ar c'hentañ, eme AOTROU an armeoù. Hag e lakain ar peoc'h el lec'h-mañ, eme AOTROU an armeoù.


Levr lignez Jezuz-Krist, Mab David, Mab Abraham.


Setu, ar werc’hez a vo brazez hag a c’hano ur mab a vo galvet Emanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp.


Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut nemet ar Mab, hag an hini e fell d’ar Mab e ziskuliañ dezhañ.


Jezuz a dostaas outo, a gomzas outo hag a lavaras: Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha war an douar.


An ael a respontas dezhi: Ar Spered-Santel a zeuio warnout ha galloud an Uhel-Meurbet a c’holoio ac’hanout gant e skeud. Dre-se ar bugel santel a vo ganet ac’hanout a vo galvet Mab Doue.


Rak ganet eo bet hiziv deoc’h e kêr David ur Salver, ar C’hrist hag an Aotrou eo.


Gloar da Zoue el lec’hioù uhel meurbet! Peoc’h war an douar, bolontez vat e-keñver an dud!


rak me a roio deoc’h ur genoù hag ur furnez na c’hello hoc’h holl enebourien respont netra dezho na stourm outo.


Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c’hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.


Ni holl hon eus resevet eus e leunder, ha gras war c’hras.


Lezel a ran ganeoc’h ar peoc’h, reiñ a ran deoc’h va feoc’h. Ne roan ket deoc’h evel ma ro ar bed. Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet pe spontet.


Setu aze ar ger en deus kaset da vibien Israel, en ur zisklêriañ dezho Aviel ar peoc’h dre Jezuz-Krist, Aotrou an holl.


Lakait eta evezh ouzhoc’h hoc’h-unan hag ouzh an holl dropell en deus ar Spered-Santel ho lakaet eskibien warnañ, da beuriñ Iliz Doue en deus prenet gant e wad e-unan.


Eñ ha n’en deus ket espernet e Vab e-unan, met en deus e roet evidomp holl, penaos ne roio ket pep tra deomp gantañ?


a zo deuet eus lignez an tadoù, ha diouto eo deuet Krist hervez ar c’hig, an hini a zo Doue dreist an holl draoù, benniget da virviken. Amen.


Ha drezañ eo ez oc’h e Jezuz-Krist, an hini a zo bet graet deomp a-berzh Doue, furnez, reizhder, santeladur ha dasprenadur,


rak ret eo dezhañ ren, betek ma en devo lakaet e holl enebourien dindan e dreid.


rak Doue a oa e Krist, oc’h adunvaniñ ar bed gantañ, hep kontañ dezho o disentidigezh, hag o lakaat ennomp ar ger a adunvanidigezh.


Rak an AOTROU ho Toue eo Doue an doueoù had Aotrou an aotrounez, an Doue bras, galloudek ha spontus, na ra van ebet eus diavaezioù an dud ha na gemer ket a zonezon,


dalc’het ennañ holl deñzorioù ar furnez hag ar c’houiziegezh.


Hep arvar bras eo mister an doujañs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoù, kredet er bed, savet er gloar.


o c’hortoz an esperañs benniget hag emziskouez gloar hon Doue bras ha Salver Jezuz-Krist,


Met diwar-benn ar Mab, e lavar: O Doue! Da dron a chomo e kantvedoù ar c’hantvedoù, gwalenn da ren a zo ur walenn a reizhder,


An Doue a beoc’h, hag en deus degaset en-dro a-douez ar re varv mesaer bras an deñved dre wad an emglev peurbadus, hon Aotrou Jezuz,


Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.


War e vantell ha war e vorzhed e toug un anv skrivet: ROUE AR ROUANED, HAG AOTROU AN AOTROUNEZ.


Ael an AOTROU a lavaras dezhañ: Perak e c'houlennez va anv evel-se? Burzhudus eo.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan