Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 9:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Rak ur bugel a zo ganet deomp, ur mab a zo roet deomp, ar galloud a zo bet lakaet war e zivskoaz, ha galvet e vo: Burzhudus, Kuzulier, Doue kreñv, Tad peurbadus, Priñs ar peoc'h.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 9:5
29 Iomraidhean Croise  

Jakob a c'halvas al lec'h-se Peniel, rak lavarout a reas: Gwelet em eus Doue dremm ouzh dremm ha va ene a zo bet saveteet.


Deuit ha gwelit oberennoù an AOTROU, an distrujoù en deus graet war an douar.


Ar menezioù hag an torgennoù a roio ar berzh d'ar bobl, dre an ober eus da reizhder.


Laka evezh ouzhit dirazañ ha selaou e vouezh. Na vez ket disentus outañ rak ne bardono ket ho pec'hed, emañ va anv ennañ.


War ar menezioù e vez klevet trouz un engroez, evel hini ur bobl niverus, un trouz safarus eus rouantelezhioù a bobloù dastumet. AOTROU an armeoù a ra gweladeg war an arme evit ar brezel.


Barn a raio etre ar broadoù, hag e vo an tredeog eus meur a bobl; neuze e c’hoveilhint soc’hioù eus o c'hlezeier, ha filzier eus o goafioù. Ur vroad ne savo ken ar c'hleze a-enep unan all, ha ne vo ken desket ober brezel.


Abaoe pell amzer ez eo lakaet a-du ha kempennet Tofed evit ar roue. Graet eo don ha ledan e geuneudeg, gant tan ha koad e-leizh; alan an AOTROU, evel ur red soufr, a ya da entanañ anezhañ.


Ael an AOTROU a zeuas hag a skoas e kamp an Asiriz, war gant pemp ha pevar-ugent mil den. Pa voed savet abred diouzh ar beure, setu, e oa korfoù marv a bep tu.


p'en devo an AOTROU gwalc'het hudurnez merc'hed Sion, ha glanaet Jeruzalem diouzh ar gwad a zo en he c'hreiz, dre ar spered a reizhder ha dre ar spered a guzum.


Pep botez a zo douget gant ar brezelour er veskadeg, hag an dilhad ruilhet er gwad, a vo devet ha lonket gant ar flammoù.


Kreskiñ e c'halloud, reiñ ur peoc'h diziwezh da dron David ha d'e rouantelezh, evit en startaat hag en harpañ er varnedigezh hag er reizhder, adalek bremañ ha da viken, gred AOTROU an armeoù a raio kement-se.


Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma savin da Zavid un diwan reizh, a reno evel ur roue, a raio berzh, a raio hervez ar varnedigezh hag ar reizhder war an douar.


En abeg da drouz tregernus karnioù e virc'hed galloudek, en abeg da storlok e girri, en abeg da dourni e rodoù, an tadoù ne droint ket etrezek o mibien, ken laosk ma teuio o daouarn.


Evel trouz kirri ez int pa lammont war-lein ar menezioù, evel trouz ur flamm-tan o lonkañ plouz, evel ur bobl c'halloudek renket evit ar brezel.


An aberzhour a lakaio da vogediñ kement-se war an aoter. Ar boued eus ur prof graet dre an tan d’an AOTROU e vo.


An aberzhour a lakaio da vogediñ kement-se war an aoter. Ar boued eus ur prof graet dre an tan e vo, ur c’hwezh dudius; an holl lard a vo d’an AOTROU.


Bremañ dastum da vagadoù, merc'h ar bagadoù. Lakaet eo ar seziz a-enep deomp. Gant ar wialenn e skoont war jod barner Israel.


Klevet e vez trouz ar skourjez, trouz ar rodoù, ar c'hezeg o pevarlammat, ar c'hirri o krozal.


Eñ a savo templ an AOTROU, eñ a zougo ar c'hloar, eñ a azezo hag a reno war e dron, hag e vo aberzhour war e dron, hag etrezo o-daou e vo graet un unvaniezh a beoc'h.


Me ho padez en dour evit ar geuzidigezh, met dont a ra unan war va lerc’h, galloudusoc’h eo egedon, ha n’on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.


Burzhudoù a ziskouezin d’an nec’h en neñv, ha mirakloù d’an traoñ war an douar, gwad, tan hag un aezhenn a voged.


Teodoù evel teodoù tan en em ziskouezas dezho hag en em rannas, hag en em lakajont war bep hini anezho.


evit tennañ veñjañs eus ar re n’anavezont ket Doue ha na sentont ket ouzh Aviel hon Aotrou Jezuz-Krist.


Ael an AOTROU a lavaras dezhañ: Perak e c'houlennez va anv evel-se? Burzhudus eo.


Hag e-pad ma komze Saül ouzh an aberzhour, ar mesk a oa e kamp ar Filistined a yae war-gresk muioc'h-muiañ, ha Saül a lavaras d'an aberzhour: Tenn da zorn!


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan