Neuze pobl Israel en em lodennas e daou du: un hanter eus ar bobl a yae war-lerc'h Tibni mab Ginad evit e lakaat da roue, hag an hanter all war-lerc'h Omri.
Ho pro a zo glac'haret, ho kêrioù a zo kuzumet gant an tan. Emañ diavaezidi o plaouiañ war ho touaroù dindan ho taoulagad, pep tra a zo glac'haret evel goude un distruj graet gant diavaezidi.
AOTROU, da zorn a zo savet uhel, ne welont ket anezhañ, met mar gwelont da c'hred evit da bobl, neuze e vint mezhekaet, hag an tan miret evit da enebourien a lonko anezho.
An AOTROU a lakaio e vouezh veurdezus da vezañ klevet, hag e lakaio e vrec'h prest da skeiñ da vezañ gwelet, e-kreiz e gounnar entanet, e-kreiz flammoù un tan loskus, e-kreiz un arnev, ur barrad-amzer ha mein grizilh.
Abaoe pell amzer ez eo lakaet a-du ha kempennet Tofed evit ar roue. Graet eo don ha ledan e geuneudeg, gant tan ha koad e-leizh; alan an AOTROU, evel ur red soufr, a ya da entanañ anezhañ.
Ar bec'herien a zo spouronet e Sion, ar grenijenn he deus kroget ar re fall. Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant un tan loskus? Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant flammoù peurbadus?
Dre-se, evel ma lonk an tan ar plouz, hag evel ma kuzum ar flamm ar geot sec'h, o gwrizienn a zeuio da vezañ evel breinadur, hag o bleunienn a yelo kuit evel poultr, rak taolet o deus kuit lezenn AOTROU an armeoù, ha disprizet o deus ger Sant Israel.
C'hwi holl hag a c'hwezh un tan hag a zo gourizet gant elf, it e-barzh flammoù ho tantad hag e-kreiz an elf hoc'h eus enaouet. Digant va dorn eo e teu deoc'h kement-se, e-kreiz ar poanioù e viot gourvezet.
Stegnañ a reont o zeod evel ur wareg evit ar gaou. N'eo ket evit ar wirionez ez int galloudus er vro, rak mont a reont eus drougiezh da zrougiezh, ha n'anavezont ket ac'hanon, eme an AOTROU.
Setu perak e vint evel goabrenn ar beure, evel glizhenn ar beure o tec'hout, evel ar pell kaset gant an avel diwar al leurenn, evel ar vogodenn o vont kuit dre ar siminal.
Pellaat a rin diouzhoc'h enebour an hanternoz, hag e kasin anezhañ kuit d'ur vro sec'h ha glac'haret, e rakward etrezek mor ar sav-heol, hag e ward-adreñv etrezek mor ar c'huzh-heol. Hag e vreinadurezh a savo, hag e flaer a savo, rak en deus graet traoù bras.
An tan a zebr dirazo, hag ar flamm a lonk war o lerc'h. A-raok dezho e oa ar vro ul liorzh Eden, ha war o lerc'h eo ur gouelec'h spontus. Ha n'eus netra hag a c'hellfe tec'hout diganto.
An Aotrou AOTROU a ziskouezas din kement-mañ: Setu edo an Aotrou AOTROU o tisklêriañ e varn dre an tan. Hag an tan a zevas an donder bras hag a zevas ar parkeier.
Ti Jakob a vo un tan, ha ti Jozef ur flammenn, ha ti Ezaü plouz. Deviñ ha lonkañ a raint anezhañ, ha ne vano netra eus ti Ezaü, rak an AOTROU en deus komzet.
Rak setu e teu an deiz gwrezus evel ur forn; hag an holl re lorc'hus hag an holl re a ra an droug a vo evel plouz. An deiz-se a zo o tont hag o entano, eme AOTROU an armeoù, ha ne lezo ganto na gwrizienn na skourr.
rak un tan a zo bet enaouet em c'hounnar, hag e tevo betek foñs lec'h ar marv, hag e losko an douar hag e frouezh, hag ec'h entano diazezoù ar menezioù.
Moged o estrenvan a sav e kantvedoù ar c’hantvedoù, n’o deus diskuizh ebet, na deiz na noz, ar re a azeul al loen hag e skeudenn, ha piv bennak a gemer merk e anv.