Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 8:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Peogwir he deus ar bobl-mañ disprizet doureier Siloa a red goustadik, peogwir he deus laouenaet diwar-benn Rezin ha mab Remalia,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 8:6
19 Iomraidhean Croise  

Ober a reas div dogenn arem teuzet, evit lakaat war grec'h ar c'holonennoù. Uhelder an dogenn gentañ a oa pemp ilinad, hag uhelder an eil togenn a oa pemp ilinad.


Shallum mab Kolhoze, rener bann Mizpa, a zresas dor ar Feunteun; hec'h adsevel a reas, he goleiñ, hag e lakaas he stalafioù, he morailhoù hag he frennoù. Hag e reas moger stank Shela, tost ouzh liorzh ar Roue, betek ar skalieroù a ziskenn eus kêr David.


pa yudfe e zoureier en ur voubouilhat, ha pa lakafe o fulor ar menezioù da grenañ.  Ehan


met ma ne fell ket deoc'h ha ma'z oc'h disent, e viot lonket gant ar c'hleze, rak genoù an AOTROU en deus komzet.


Setu, unan nerzhus ha kreñv 'zo gant an AOTROU, unan heñvel ouzh un arnev grizilh, heñvel ouzh un tarzh-avel distrujus, heñvel ouzh ur barrad-amzer gant doureier bras o liñvañ; teurel a ra kement-se d'an douar gant e zorn.


En abeg da-se evel-henn e komz Sant Israel: Peogwir e taolit kuit ar gomz-mañ, evit kaout fiziañs en taerder hag er fallagriezh, evit en em harpañ war an traoù-mañ,


Dre-se, evel ma lonk an tan ar plouz, hag evel ma kuzum ar flamm ar geot sec'h, o gwrizienn a zeuio da vezañ evel breinadur, hag o bleunienn a yelo kuit evel poultr, rak taolet o deus kuit lezenn AOTROU an armeoù, ha disprizet o deus ger Sant Israel.


ha lavar dezhañ: Laka evezh ha chom sioul, na'z pez ket aon, ra n'en em c'hlac'haro ket da galon dirak an daou bennad glaouenn vogedus-se, dirak ar gounnar ruz eus Rezin, eus Siria hag eus mab Remalia,


Pignomp a-enep Juda, flemmomp anezhañ, greomp ur boulc'h evidomp, lakaomp da roue mab Tabeal en e greiz.


Kêrbenn Efraim eo Samaria, penn Samaria eo mab Remalia. Ha ma ne gredit ket, ne badot ket.


An AOTROU a gomzas c'hoazh din o lavarout:


Erc'h al Liban, hag e tilez roc'h ar parkeier? Doureier deuet a-bell, fresk ha froudus, hag ez int dilaosket?


Rak va fobl he deus graet div wech an droug: va dilezet o deus, me, mammenn an dour a vuhez, ha kleuzet o deus evito puñsoù, puñsoù skalfet na zalc'hont ket an dour.


Ha bremañ, petra ac'h eus d'ober war hent an Ejipt da evañ dour ar Shihor, ha petra ac'h eus d'ober war hent an Asiria da evañ dour ar stêr?


Pe krediñ a rit an triwec’h den a gouezhas tour Siloa warno, o lazhañ anezho, a oa brasoc’h pec’herien eget holl dud Jeruzalem?


hag e lavaras dezhañ: Kae hag en em walc’h e stank Siloa, da lavarout eo: Kaset. Mont a reas di eta, en em walc’has, hag e teuas o welout sklaer.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan