Diougan diwar-benn loened ar c'hreisteiz. E douar an dristidigezh hag an enkrez, ma teu diouti al leonez hag al leon, an naer-wiber hag an naer loskus o nijal, e tougont war gein ezen o finvidigezhioù ha war dorgenn gañvaled o zeñzorioù, etrezek ur bobl na servijo dezho da netra.
En deiz-se e krozont en o enep evel ma kroz ar mor, hag en ur sellout ouzh an douar, e vo teñvalijenn hag anken, hag ar sklêrijenn a vo teñvalaet gant koumoul.
C'hwi holl hag a c'hwezh un tan hag a zo gourizet gant elf, it e-barzh flammoù ho tantad hag e-kreiz an elf hoc'h eus enaouet. Digant va dorn eo e teu deoc'h kement-se, e-kreiz ar poanioù e viot gourvezet.
Setu perak ar varnedigezh a zo pellaet diouzhimp, hag ar reizhder ne zeu ket betek ennomp: Gortoz a reomp ar sklêrijenn ha setu amañ an deñvalijenn, ar sklaerder hag e kerzhomp en noz.
Roit gloar d'an AOTROU ho Toue, a-raok ma lakaio an deñvalijenn da zont, a-raok ma stoko ho treid ouzh ar menezioù teñval. Gortoz a rit ar sklerijenn, met eñ he zroio e skeud ar marv hag he c'haso en un deñvalijenn don.
Setu perak e vo o hent evel lec'hioù risklus en deñvalijenn, bountet e vint hag e kouezhint. Rak me a lakaio an droug da zont warno da vloaz o c'hastiz, eme an AOTROU.
Neuze ar roue a lavaras d’ar vevelien: Ereit e zaouarn hag e dreid, kemerit anezhañ d’e deurel en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec’h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
Raktal goude glac’har an deizioù-se, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn, ar stered a gouezho eus an oabl, ha galloudoù an neñv a vo brañsellet.