Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 8:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Kantren a raint er vro, bec'hiet ha marnaoniet. Ha p'o devo naon, e savo droug enno, e villigint o roue hag o Doue, e savint o daoulagad war-zu an nec'h,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 8:21
25 Iomraidhean Croise  

D'an navet deiz eus ar pevare miz, e voe rust an naonegezh e kêr, ha ne oa ken a vara enni evit pobl ar vro.


Evel ma komze c'hoazh, setu, ar c'hannad, o tiskenn d'e gavout, a lavaras: Setu, an droug-mañ a zeu a-berzh an AOTROU. Petra ken am eus da c'hortoz a-berzh an AOTROU?


Met astenn da zorn, sko war gement a zo dezhañ, hag e villigo ac'hanout en da zremm.


E nerzh a vo marnaoniet, ar glac'har en em zalc'ho en e gichen.


Met astenn da zorn ha sko war e eskern hag war e gig, hag e villigo ac'hanout en da zremm.


E wreg a lavaras dezhañ: Hag e talc'hi c'hoazh start ez eeunder? Millig Doue, ha marv!


Ne zroukkomzi ket eus Doue ha ne villigi ket priñs da bobl.


Sotoni an den eo a ziskar e hent, hag e galon a grozmol a-enep an AOTROU.


Re gentañ-ganet ar beorien a vo leuniet, hag an ezhommeien a ziskuizho e surentez, met da wrizienn a lakain da vervel gant an naon, ha lazhet e vo ar pezh a vano ac'hanout.


An daou dra-se o deus c'hoarvezet ganit, ha piv a druezo ouzhit? Ar glac'har hag an distruj, an naonegezh hag ar c'hleze, ha dre biv e frealzin ac'hanout?


Setu perak ar varnedigezh a zo pellaet diouzhimp, hag ar reizhder ne zeu ket betek ennomp: Gortoz a reomp ar sklêrijenn ha setu amañ an deñvalijenn, ar sklaerder hag e kerzhomp en noz.


Neuze evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, va servijerien a zebro ha c'hwi ho po naon, va servijerien a evo ha c'hwi ho po sec'hed, va servijerien a vo er joa ha c'hwi a vo er vezh,


Manase a-enep Efraim, Efraim a-enep Manase, o-daou a-enep Juda, ha ne zigounnar ket, e zorn a zo atav astennet.


Mard an d'ar parkeier, setu tud toullet gant ar c'hleze, mar deuan e kêr, setu tud o vervel gant an naon. Ar profed zoken hag an aberzhour a red dre ar vro, hep anavezout da belec'h ez eont.


D'ar pevare miz, d'an navet eus ar miz, e voe rust an naonegezh e kêr, ha ne oa ken a vara enni evit pobl ar vro.


Mab ar vaouez Israelat a vallozhas anv an AOTROU hag en milligas. Degaset e voe da Voizez. Anv e vamm a oa Shelomid, merc’h Dibri, eus meuriad Dan.


Garmiñ a reot en deiz-se, en abeg d'ho roue ho po dibabet, met an AOTROU ne selaouo ket ouzhoc'h en deiz-se.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan