Ha bremañ greomp un emglev gant hon Doue, da gas kuit an holl wragez-se hag ar re a zo ganet diouto, hervez kuzul an Aotrou hag ar re a gren da gomzoù hon Doue. Ra vo graet hervez al lezenn.
Evel-henn e komz an AOTROU: En em zalc'hit war an hentoù ha sellit, klaskit ar gwenodennoù a-wechall; int eo an hent mat ha kerzhit warnañ, hag e kavot diskuizh d'hoc'h eneoù. Met lavarout a reont: Ne gerzhimp ket warno.
Hag ec'h anavezimp an AOTROU, hag e kendalc'himp d'e anavezout. E zonedigezh en em gempenn evel gouloù-deiz, dont a raio d'hor c'havout evel glav an diwezhañ amzer a zoura an douar.
Met evidoc'h, c'hwi hag a zouj va anv, e savo heol ar reizhder, hag ar yec'hed a vo en e vannoù. Mont a reot er-maez, hag e lammot evel leueoù ar c'hraou.
Ar re-mañ o doa soñjoù uheloc’h eget re eus Tesalonike, hag e resevjont ar ger gant kalz muioc’h a vuander, o studiañ bemdez ar Skriturioù evit gwelout daoust hag e oa gwir ar pezh a lavared dezho.
Bez’ hon eus ivez ger start-meurbet ar brofeded. Mat e rit en em stagañ outañ, evel ouzh ul lamp o lugerniñ en ul lec’h teñval betek ma sklaerio an deiz ha ma savo steredenn ar mintin en ho kalonoù.