Izaia 8:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
18 Setu-me amañ, me hag ar vugale a zo bet roet din gant an AOTROU; ni a zo sinoù ha diouganoù en Israel, a-berzh AOTROU an armeoù a zo o chom war Venez Sion.
Neuze e savas e zaoulagad hag e welas ar gwragez hag ar vugale, hag e lavaras: Piv ac'h eus aze? Respont a reas: Ar vugale en deus roet Doue da'z servijer.
Neuze an AOTROU a lavaras: Evel m'en deus kerzhet va servijer Izaia en noazh ha divotoù, ar pezh a zo un arouez hag ur merk a-enep Ejipt hag a-enep Etiopia evit tri bloavezh,
Plijet eo bet gant an AOTROU e vreviñ, e lakaet en deus er poanioù. Goude bezañ kinniget e ene evel aberzh a gablusted, e welo ul lignez, hiraat a raio e zeizioù, ha plijadur an AOTROU a raio berzh dre e zorn.
Ha kement-mañ a servijo da arouez deoc'h, eme an AOTROU, ma kastizin ac'hanoc'h el lec'h-mañ, evit ma ouiot e vo sevenet a-dra-sur va c'homzoù evit ho kwalleur.
Dirak o daoulagad e tougi anezho war da skoaz, hag e kasi anezho er-maez pa vo teñval. Goleiñ a ri da zremm evit na weli ket an douar, rak da lakaet em eus evel un arouez evit ti Israel.
Hag e troin va dremm a-enep an den-se, evit ma servijo da arouez ha da grennlavar, hag e lamin anezhañ a-douez va fobl. Hag e ouiot ez on me an AOTROU.
Kemer ivez ur blakenn-houarn, a lakai evel ur voger-houarn etrezout hag ar gêr. Hag e troi da zremm a-enep dezhi, hag e vo evel sezizet, hag e arsailhi anezhi. Kement-se a vo un arouez evit ti Israel.
Selaou eta, Jozue an aberzhour-meur, te ha da genseurted azezet dirazout, rak tud int da servijañ da skouerioù. Setu ez an da lakaat da zont va servijer an Diwan.
Evel-henn e komz an AOTROU: En em dreiñ a ran war-zu Sion, bez' e vin o chom e-kreiz Jeruzalem. Jeruzalem a vo anvet: Kêr leal, ha menez AOTROU an armeoù: Menez santel.
Simeon o bennigas hag a lavaras da Vari e vamm: Setu, ar bugel-se a zo lakaet da vezañ kouezhadenn hag adsavidigezh evit kalz en Israel, ha da vezañ ur sin eus enebiezh.