Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 8:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Esperout a rin en AOTROU a guzh e zremm ouzh ti Jakob, hag e vin en gortoz anezhañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 8:17
39 Iomraidhean Croise  

Gortozet em eus da silvidigezh, o Aotrou!


Perak e kuzhez da zremm, hag e kontez ac'hanon evel da enebour?


Mar marv un den, daoust hag ec'h advevo? E-pad holl zeizioù va stourm e c'hortozin, ken na zeufe va c'hemmadenn.


Petra bennak ma lavarez na welez ket anezhañ, ar varn a zo dirazañ: gortoz anezhañ!


Gortozet em eus an AOTROU, va ene en deus e c'hortozet, hag em eus lakaet va esperañs en e gomz.


Esper en AOTROU, chom start, ra en em greñvaio da galon! Ya, esper en AOTROU!


Hon ene a zo en gortoz d'an AOTROU, hor sikour eo hag hor skoed.


Bez en gortoz eus an AOTROU ha mir e hent, sevel a raio ac'hanout da berc'hennañ an douar, an dud drouk a vo lamet kuit dirak da zaoulagad.


Ya, an den a gerzh evel ur skeudenn. Ya, en aner eo e fiñv, daspugn a ra, ha ne oar ket piv a zastumo.


D'ar mestr-kaner; salm David.


Pa'c'h astennit ho taouarn, me a guzh va daoulagad ouzhoc'h. Pa liesait ho pedennoù, ne selaouan ket, ho taouarn a zo leun a wad.


En deiz-se e vo lavaret: Setu, hon Doue eo, esperet hon eus ennañ, hag e saveteo ac'hanomp. An AOTROU eo, esperet hon eus ennañ, tridomp a levenez ha laouenaomp eus e silvidigezh.


Ya, da c'hortozomp, o AOTROU, en hent da varnedigezhioù! Da anv ha da eñvor eo c'hoant hon ene.


Koulskoude an AOTROU a c'hortoz evit ober trugarez deoc'h, sevel a raio evit kaout truez ouzhoc'h. Rak un Doue reizh eo an AOTROU, eürus eo ar re holl a zo en gortoz anezhañ!


AOTROU, az pez truez ouzhimp! Ni a zo en gortoz ac'hanout. Bez o brec'h adalek ar beure, hag hor silvidigezh en amzer ar glac'har.


A-dra-sur te eo an Doue hag en em guzh, Doue Israel, ar Salver.


Piv ac'hanoc'h a zouj an AOTROU? Piv a selaou ouzh mouezh e servijer? An hini a gerzh en deñvalijenn ha n'en deus ket a sklêrijenn, ra fizio en anv an AOTROU, ha ra en em harpo war e Zoue!


Kuzhet em eus va dremm ur pennad ouzhit da goulz va c'hounnar, met truez am eus ouzhit dre un drugarez peurbadus, eme an AOTROU da zasprener.


En abeg da zireizhder e c'hoantegezh on bet imoret hag em eus skoet warnañ, kuzhet em eus va dremm hag ez on bet imoret. Hag an disent en deus heuliet hent e galon.


Met ho tireizhder eo en deus lakaet an disrann etrezoc'h-c'hwi hag ho Toue, ho pec'hedoù eo a ra dezhañ kuzhat e zremm evit n'ho klevfe ken.


Biskoazh n'eus bet klevet, n'eo deuet d'ar skouarn, n'en deus gwelet al lagad, o Doue, ez eo bet graet hevelep traoù estregedout, evit ar re a zo en gortoz ac'hanout.


Deuet omp holl da vezañ evel un den dic'hlan, hag hon holl reizhder evel un dilhad saotret. Goeñvet omp holl evel un delienn, hag hon direizhder hor c'has gantañ evel an avel.


N'eus den hag a c'halvfe da anv, nag a zihunfe evit en em stagañ ouzhit. Setu perak ec'h eus kuzhet da zremm ouzhimp, hag ec'h eus lakaet ac'hanomp da deuziñ en abeg d'hon direizhder.


Deuet int war-raok evit stourm ouzh ar Galdeiz, hag ez eo an tiez leun a gorfoù marv tud am eus skoet ganto em c'hounnar hag em fulor, hag en abeg d'o holl zrougiezh e kuzhan va dremm ouzh ar gêr-mañ.


An AOTROU eo Doue an armeoù. E anv eo an AOTROU.


Krial a raint neuze d'an AOTROU, met ne responto ket dezho, kuzhat a raio e zremm outo en amzer-se, dre ma'z eo bet fall o oberoù.


Met me a sello etrezek an AOTROU, fiziout a rin e Doue va silvidigezh. Va Doue am selaouo!


Rak ar weledigezh a zo c'hoazh evit un amzer merket. Mont a ra d'he dibenn hep mar. Mard eo dilerc'hiet, gortoz anezhi, rak c'hoarvezout a raio a-dra-sur, ha ne zaleo ket.


O vezañ deuet d’an eur-mañ, e veule ivez an Aotrou hag e komze diwar e benn ouzh an holl dud a c’hortoze an daspren e Jeruzalem.


Hag e tisplegas dezho an holl Skriturioù a gomze diwar e benn adalek Moizez betek an holl brofeded.


Lavaret en deus: Kuzhat a rin va dremm outo, hag e welin penaos e vo o diwezh, rak ur rummad fall ez int, mibien diskredik.


hag evit gortoz eus an neñv e Vab en deus adsavet a varv, Jezuz, an hini a zieub ac’hanomp eus ar gounnar da zont.


Ra zeuio an Aotrou da ren ho kalonoù da garantez Doue ha da basianted Krist.


ha c’hoazh: Me en em fizio ennañ, ha c’hoazh: Setu me amañ, me hag ar vugale en deus Doue roet din.


en hevelep doare ivez Krist, o vezañ bet kinniget ur wech evit dougen pec’hedoù kalz a dud, en em ziskouezo un eil gwech hep pec’hed d’ar re en gortoz evit ar silvidigezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan