Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 8:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Golo an testeni-se, siell al lezenn-se e-touez va diskibien.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 8:16
25 Iomraidhean Croise  

Neuze e lakaas da zont er-maez mab ar roue, hag e lakaas warnañ ar gurunenn hag an Testeni. Ober a rejont anezhañ roue, hag ec'h olevjont anezhañ, hag o stlakañ o daouarn, e lavarjont: Ra vevo ar roue!


Tra guzhet an AOTROU a zo evit ar re a zouj anezhañ, ha reiñ a raio da anavezout dezho e emglev.


An Aotrou AOTROU en deus roet din un teod a ziskibl, ma c'hellin kennerzhañ dre ar gomz an hini a zo glac'haret. Bep mintin e tihun ac'hanon, e tihun va skouarn, ma selaouin evel un diskibl.


Da holl vibien a vo kelennet gant an AOTROU, ha peoc'h da vibien a vo bras.


D'al lezenn ha d'an testeni! Ma ne lavaront ket hervez ar gomz-se, gouloù-deiz ebet evito!


Ha te Daniel, mir kuzh ar c'homzoù-se, siell al levr betek amzer an diwezh. Kalz a redo amañ hag ahont, hag an anaoudegezh a gresko.


Dek sizhunvezh ha tri-ugent a zo divizet war da bobl ha war da gêr santel evit terriñ an disentidigezh, evit lakaat termen d'ar pec'hedoù, evit ober dic'haou evit an direizhder, evit degas ar reizhder peurbadus, evit siellañ ar weledigezh hag ar brofediezh, evit oleviñ Sant ar sent.


Jezuz a respontas dezho: Dre ma’z eo roet deoc’h da anavezout misterioù rouantelezh an neñvoù, ha ma n’eo ket roet kement-se dezho.


Pa voent e-barzh an ti, e ziskibien a c’houlennas c’hoazh digantañ diwar-benn-se.


Ne gomze ket outo hep parabolenn; met, a-du, e tisplege pep tra d’e ziskibien.


Koulskoude an den naturel ne gompren ket traoù Spered Doue, rak evel follentez int evitañ, ha ne c’hell ket o anavezout rak dre ar spered eo e varner anezho.


Setu an testenioù, ar reolennoù hag ar barnedigezhioù a roas Moizez da vibien Israel goude ma oant aet kuit eus an Ejipt,


Moizez e gwirionez a zo bet feal en e holl di evel ur servijer, evit reiñ testeni d’ar pezh a dlee bezañ lavaret,


P’o doe ar seizh kurun lakaet o mouezh da vezañ klevet, ez aen da skrivañ, met e klevis ur vouezh o tont eus an neñv a lavare din: Siell an traoù o deus ar seizh kurun lavaret ha na skriv ket anezho.


Me a gouezhas d’e dreid evit e azeuliñ, met eñ a lavaras din: Diwall d’ober kement-se. Me eo da genseurt er servij hag hini da vreudeur o deus testeni Jezuz. Azeul Doue, rak testeni Jezuz eo ar spered a brofediezh.


An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. D’an hini a drec’ho e roin da zebriñ eus ar mann kuzhet hag e roin dezhañ ur maen gwenn, ha war ar maen-se e vo skrivet un anv nevez n’eo anavezet gant den, nemet gant an hini a resev anezhañ.


Hag e welis e dorn dehou an hini a oa azezet war an tron ul levr skrivet en diabarzh hag en diavaez, siellet gant seizh siell.


Unan eus an henaourien a lavaras din: Na ouel ket. Setu, al leon a zo eus meuriad Juda, gwrizienn David, en deus trec’het evit digeriñ al levr ha dieren ar seizh siell anezhañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan