Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 8:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Evel-henn en deus komzet an AOTROU pa grogas gant e zorn ennon, ha pa alias ac'hanon da chom hep kerzhout en hent ar bobl-mañ:

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 8:11
10 Iomraidhean Croise  

Dorn an AOTROU a voe war Elia, a c'hourizas e zivgroazell hag a redas dirak Akab betek mont-tre Jizreel.


Me az lakaio skiantek, me a gelenno dit an hent ma tleez kerzhout warnañ, da ren a rin, va lagad a vo warnout.


va mab, n'a ket en hent ganto, distro da droad diouzh o gwenodenn,


Gwalleur d'ar vibien disent, eme an AOTROU, ar re a gemer kuzul met n'eo ket diganin, ar re a ra emglevioù met n'eo ket gant va Spered, evit daspugn pec'hed war bec'hed,


Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Mar distroez, me az tegaso en-dro, hag en em zalc'hi dirazon. Mar dispartiez ar pezh a zo prizius diouzh ar pezh a zo didalvez, e vi evel va genoù. Distreiñ a raint etrezek ennout, met te ne zistroi ket etrezek enno.


O AOTROU! Va hoalet ec'h eus, hag on bet hoalet, kroget ec'h eus ennon, hag ec'h eus gounezet. Bez' ez on goapaet a-hed an deiz, pep hini a ra goap ac'hanon.


Pa lavaran: Ne rin ket meneg anezhañ, ha: Ne gomzin ken en e anv, ez eus em c'halon evel un tan devus, dastumet em eskern; en em rediañ a ran d'e zerc'hel, met ne c'hellan ket.


Ar Spered am savas hag am dezougas, hag ez aen kuit c'hwerv, gant fulor em spered. Met dorn an AOTROU a oa gant galloud warnon.


rak ne c’hellomp ket tremen hep komz diwar-benn an traoù hon eus gwelet ha klevet.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan